Thème : les Écrivains

Amour et foi (20) : À M. de Lamartine

À M. de Lamartine 
Juillet 1831 

Ainsi, malgré nos jours de force et de lumière, 
Cette reine des temps, la Poésie altière. 
Vient de subir encor leur profanation, 
Alphonse, et le dédain s’étend jusqu’à toi-même 
Tu n’iras pas t’asseoir à ce banquet suprême 
     Des élus de la nation. 

Arvor (l’) (01) : À Brizeux

Au début de mon œuvre, en moi-même, ô doux maître,
Je me suis recueilli pensif : j’ai senti naître
               Le trouble qui fait hésiter ;
Je disais : Après toi, si charmant et si tendre,
Quels timides accents pourrai-je faire entendre,
               Comment oserai-je chanter ?

Bepred Breizhad (04) : Klemmgan Brizeug

Kañvoù, kañvoù dit, Breizh-Izel !
Hirvoudit ha skuilhit daeroù,
E lez ar mor don, c’hwi, rec’hel,
E-kreiz ar c’hoadoù, c’hwi, derv !

An Ankoù kriz, evel ur bleiz,
Pa deu, er goañv, e-maez ar c’hoad,
A falc’h hep truez e bro Breizh ;
E falc’h a zo ruz gant ar gwad.

Met gant ar gwad-se zo c’hwezh-vat,
C’hwezh ar roz ha c’hwezh ar spern-gwenn ;
Gwad ur barzh eo, ur gwir Vreizhad,
’Gane e vro e pep tachenn !

Breizh (12) : War bez Brizeux

Pirc’hirin kaezh, lavar din-me 
Perak er Garnel a gane 
’N noz-mañ an eostig ’us d’ar bez ? 

– D’an hanternoz eostig Karnel 
Koantik a gane da c’hervel 
A-greiz e hun barzh Breizh-Izel. – 

Lavar din-me, touller-bezioù, 
N’eo ket e bered Arzano 
Ur goulmig ’ve klevet atav ? 

– D’an hanternoz ouzh skeud al loar 
Bemnoz a hirvoud gant glac’har 
Ar goulmig wenn o klask he far. – 

Breizh (14) : Mein-bez – II – Samuel Urrabieta

Kousk da hunig, mignon klouar, 
Da gorf dindan e vec’h douar, 
Da ene paour ouzh skeud al loar. 

Bremañ da viken e gouski 
Er vered, a-raok da gozhni, 
Prim falc’het e giz gwenn lili. 

Kuñvoc’h an huñvre ’barzh ar bez 
’Lec’h a dremen ar vugale, 
Pa sav an avel abardaez, 

Ar vugale gant o c’homzoù 
A daol a-dreist ar mogerioù 
D’an heklev c’hoazh yezh kaezh ar Vro. 

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (05) : Klemmvan marv Quellien ar barzh

Sonit, kleier ar Roc’h ha kleier Landreger, 
          Sonit ar c’hlaz : 
Ur barzh a zo marv, du-hont, ’raok e amzer, 
          ’N kreiz ar Gêr-Vras. 

Sonit, kleier Plouie ha kleier Sant-Erwan, 
          ’Us d’an div stêr ; 
Gant mouezhioù glac’harus, kleier, klemmit hor foan, 
          War vez, e kêr. 

Merc’hedigoù yaouank, displegit ho koefoù, 
          Ha c’hwi, gwragez, 
’N em vantellit e du, rak hirie zo kañvoù, 
          E gwirionez. 

E Breizh-Izel (01) : Da F.-M. an Uhel

da
F.-M. AN UHEL
dieller an departamant
e Kemper

Dit, va c’henderv ha mignon,
’Kinnigan a greiz kalon
Va levrig kentañ e yezh
A garas ’vel da vuhez.

A da betore den all
’Oufen-me paourig soñjal ;
Ha n’eo ket te da gentañ
’Deus va lakaet d’her pentañ ?

C’hoant ker em boa da c’hoarzhin
Pa’z glevis o lârat din :
Perak lipat yod gallek
P’eo gwelloc’h ar Brezhoneg ?

Gwerzioù ha kanaouennoù (06) : Gwerz war vuhez hag oberoù an Ao. markiz a Gervarker

    d’an Ao. Ar Garreg
    war don Al labourer (Barzhaz-Breizh)

E tu kuzh-heol da Vro-C’hall ez eus un douar lannek,
Treuzet gant div chadennig menezioù krenn meinek,
Fouetet gant dour ar mor bras, goloet a groazioù,
Chapelioù hag ilizoù, savet gant hon tadoù.

An dud a vev er vro-se a zo kreñv ha kalet,
’Vel n’ez eus ket er broioù hiriv darempredet ;
Derc’hel a reont d’o gizioù, d’o yezh kozh ha d’o feiz,
Anvet em eus ar vro-se : Breizh-Izel, va bro Breizh !

Hollvelen (01) : Kinnig an aozer d’ar barzh Bleimor

Kinnig a ran va samm labour d’ar Barzh divent
En doa klevet mouezh vras ar varzhed diagent,
Hag eus telenn Arvor en doa tennet ur son
Seurt na oa bet biskoazh ken uhel na ken don.

Va « c’haourez » a lakan dindan mir ar Gedour
A save sonn, ramzel, dirak an enebour,
E lagad war an noz, e zorn war e vouc’hal,
Da ziwall koantiri Breizh-Izel ha Bro-C’hall.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (43) : D’ar barzh Quellien

    Mallozh dit, kêr Pariz, lonkerez Brezhoned !
Te ’sach ane’ ganit, hag o rent bruzhunet.
   Ur mab speredet kaer he devoa Breizh-Izel,
Hag en devoa c’hoantaet, siwazh ! he dilezel.
Perak ? – Doue ’dle goût : me ’gred e ve pep den
Bountet gant un ael du war-zu e blanedenn.
    Darn a lavar ivez ne ve ’met e Pariz
Al labourioù spered paeet hervez o friz.
Hag ez eo hor mamm Breizh kalz re danav he yalc’h
’Vit gallout er seurt traoù lakaat arc’hant a-walc’h.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (44) : Da Vrizeug

        E Breizh, meur a gornig distro 
        A guzh dindan e wez derv 
Ur feunteun vurzhudus, un anv sant warni : 
An dour sakr a-wechoù ’gendalc’h da lugerniñ 
        O tegas soñj d’ar Vrezhoned 
Eus kredennoù nerzhus an amzer dremenet ; 
        Met a-wechoù mammenn ar feiz 
Goloet a zouar a gousk ’vel en ur bez. 
 
        Amañ, e sioulder a vered, 
        Dindan un dervenn douaret, 
E kousk ivez kalon Brizeug, barzh blev melen, 
Ur galon hag e voe stag outi un delenn, 

Mouezhioù an Abardaez-Noz (45) : Da Fañch an Uhel

Gwesklen, an Tour-Alvern, Arzhur tri ha Gradlon,
Bet gante ’vit o bro stourmet a greiz kalon,
E lintr o skeudennoù dirak an heol melen ;
Ha te, Fañch an Uhel, soudard bras an delenn,
Setu te adsavet evelte divarvel,
          Azganet e-tal da gavell.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (46) : Da Brosper Proux

Setu te savet war ziskenn,
Deut adarre d’ar sklêrijenn,
Prosper ; sell amañ war da dro
Bernioù tud a bep korn ar vro,
O lidañ gouel bras an eñvor
Da wellañ kaner an Arvor.

Distroet ’out da Werliskin,
’Lec’h ma sonas da vouezh lirzhin ;
’Lec’h m’eo garanet peurbadus
Koun ar spered ken galloudus,
Ken seder, ken prim, ken goapaer,
A verve dindan tog Prosper ;

Mouezhioù an Abardaez-Noz (47) : Da Vleimor

                War-lerc’h koan ar vuhez er bez e tiskuizhin.
                     Gwerzenn ar Marv, Bleimor

Diskennet ’out er bez, Bleimor, a-raok an oad,
Evit difenn ar vro skuilhet ganit da wad ;
Ha da gousk a zo don, mab meur an dud a vor,
            Dindan douar Arvor,
Ur groaz yen keltiek o terc’hel dit eñvor.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal