Thème : l’École

Chanson de la Bretagne (la) (62) : À la sortie de l’école

    En souvenir des soirs du Pichéry

C’est l’heure où les enfants s’épandent par la rue,
Troublant de jeunes cris la paix grave du soir ;
Et le peuple des morts, la race disparue
Du haut du ciel breton se penche pour les voir.

Car les Celtes défunts revivent dans l’espace ;
Dieu pour eux, chaque soir, rouvre l’azur clément,
Et, par les bleus sentiers, leur procession passe,
Leur procession passe interminablement :

Daou skolaer

Yaouankik-flamm e oan c’hoazh pa oen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derriñ va fenn gant latin ha gregaj, ha da zastum ar muiañ ma c’helljen a zeskadurezh. En em gaout a ris da vezañ lakaet, e pep lec’h koulz lavaret, e-kichen an daou vrasañ lakepod a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’hwezek pe seitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pezh ne viras ket ouzhin da gousket kloz ha kalet, betek ar mintin, ’hed an nozvezhioù kentañ da vihanañ.

Lili ha roz gouez (26) : E skol va farrez

A-boan me yoa ken uhel ha botez un archer,
Ma’z oan kaset d’ar skol evit deskiñ galleg,
Rak eus ar yezh-se c’hoazh ne gouien ket ur seurt ger,
Ne gouien evel va mamm, nemet ar bezhoneg.

M’ho pije va gwelet diskabell ha diarc’hen,
Oc’h en em gaout er skol, holl ho pije c’hoarzhet,
Va genoù, digor bras, e pep lec’h e sellen,
Gant em fenn daoulagad ur bugelig dianket.

Lili ha roz gouez (80) : Skolaj Lesneven

Hor skolaj, er c’huzh-heol, a skoe war ar maezioù, 
Ha diouzh an hanternoz, ouzhpenn, oa mogerioù 
Ken uhel, ma ne c’halle lagad ebet gwelet 
Kêr Lesneven, na skouarn trouz ar ruioù klevet. 
An nor, atav prennet, a yoa war ur ru strizh, 
Den o tremen enni, nag en noz nag en deiz, 
Da zeiz ar foar hepken, da lun, tadoù, mammoù, 
A lezed un nebeud da vont dreist an treuzioù, 
Hag en ur sal, a-gleiz, e c’hedent ar mare 
Da c’hallout ur pennad gwelet o bugale. 
Er skolaj oa daou borzh : war unan e weled, 

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal