Thème : la Bretagne

Amour et foi (53) : Idée sombre (une)

Quand je reviens joyeux dans ma belle Bretagne 
Au sortir de Paris, de ce triste Paris, 
Où l’on ne voit ni mer, ni forêt, ni montagne, 
Où l’on traîne des jours ennuyés et flétris ; 
Quand j’ai passé le seuil, quand j’ai franchi l’entrée 
De la noire maison gothique et retirée, 
Et qu’un instant après je tombe dans les bras 
De mes deux bien-aimés qui ne m’attendaient pas. 
Oh ! de quelque bonheur que mon âme soit pleine 
Dans ces rares moments d’ivresse surhumaine, 

Bepred Breizhad (16) : Eus holl vroioù ar bed

Eus holl vroioù ar bed, Breizh-Izel da gentañ !
N’he deus arc’hant nag aour, met se na ra netra :
Eno ’mañ ’r baotred vat, ar merc’hed a enor,
Ar feiz er c’halonoù, ha tro-a-dro ar mor.

Eus holl yezhoù ar bed, n’en deus ket a garan
’Vel hini Breizh-Izel, hennezh eo ar c’haerañ ;
N’en deus hini er bed a ve ivez ken kozh,
A-dalek ar sav-heol, betek an hanternoz.

Doue ha ma bro (19) : Karantez ar Vretoned diouzh o bro

    Pariz, 12 Ebrel 1838

          Ma c’halon zo
        Gant ma bro,
        Oh ! Ya, bepred ’vo !

    Hag e vefen e penn ar bed,
Diouzh Breizh ma c’halon ’vo staget.
          Ma c’halon zo, etc.

    An heol, m’her goar, a wel broioù,
E-lec’h m’en deus mui a vadoù.
          Ma c’halon zo, etc.

    E Pariz e welan traoù brav,
Traoù kaer da’m daoulagad atav.
          Ma c’halon zo, etc.

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (21) : Galv d'ar Vretoned

    Evit Doue hag ar Vro ! 

N’am boa ket lâret deoc’h, pell zo, 
E vijemp moustret en hor bro ? 
Penaos n’hor bije nemet gwall 
E-lec’h karantez deus Bro-C’hall ? 
Penaos e vijemp hualet 
Evel ar saout hag an deñved ? 

Na welit ket ar c’hontellioù 
O lugerniñ ’us d’ho koûgoù ? 
Selaouit avel ar marv 
O plegañ ar gwez war ar vro. 
Me ’lâr deoc’h eo arru an deiz 
’Vit mervel pe trec’hiñ e Breizh. 

Hor mamm-vro Breizh-Izel (01) : Me ’gar va Breizh-Izel

    d’an Ao. Loth, dean skol veur e Roazhon

Me ’gar va Breizh-Izel ! va mamm vat, va bro gozh,
He deus e pep amzer kaset d’ar Baradoz
Bugale kalonek, rouaned, sujidi,
Barzhed, menec’h, gwragez, hag a gare pediñ !

Me ’gar va Breizh-Izel ! Mamm-Vro Marzhin, Lez-Breizh,
Arzhur, Gwesklin, Gradlon, ha re all c’hoazh a-leizh,
Marc’heien, tud a vor, a reas enor d’o bro,
Oc’h he difenn bepred betek pred ho marv...

Hor mamm-vro Breizh-Izel (02) : Breizhad bepred !

    da’m mignon Al Louet, mestr skol

    war don An hini gozh

        diskan
    Va c’halon zo
    Gant va bro,
  Ha bepred e vezo !

Hag ez afen da benn ar bed
Gant Breizh va c’halon ’vo bepred.

An heol, gwir eo a wel broioù
E-lec’h eus muioc’h a vadoù.

E Pariz traoù brav a weler,
En he skolioù kalz a zesker ;

Hor mamm-vro Breizh-Izel (03) : Hirvoudoù ha pedenn

    da’r barzh Taldir

Va c’halonig ennon a zo holl ankeniet,
Pa welan Breizh-Izel, va bro muiañ-karet.
Gwall gaset gant tud fall enebourien pep mat...
    O Doue, pebezh kalonad !

Hag e klaskont tagañ gant kalz hardizhiegezh,
Pezh zo gwellañ e Breizh : He c’hizioù hag he yezh,
Evit mougañ aesoc’h feiz kreñv an Arvoriad...
    O Doue, pebezh kalonad !

Hor mamm-vro Breizh-Izel (04) : Netra na dalv va Breizh !

    d’ar barzh Erwan Berthou, alc’hweder Treger

Ha bez ez eus ur vro ’giz Breizh-Izel,
Diazezet gant kalz a dud santel ?
Ar c’hantvedoù, ’vel bandennoù brini,
Hep he diskar, o deus nijet dreizhi.

Klaskit ul lec’h heñvel ouzh Breizh-Izel,
E p’hini chom, en despet d’an avel,
Kredennoù sakr oberourien hor bro,
Korvigellet ouzh gizioù an derv !

Lili ha roz gouez (38) : Karantez ar vro

Va bro garet Trelez, perlezenn gaer Breizh-Izel,
El lec’h ma’z on ganet, el lec’h ma karfen mervel !
En ur goll va frankiz, un devezh em eus, siwazh !
Kimiadet diouzh da’z stêr, da devenn, da vor bras.

Bez ez on kastizet evit ken bras follentez,
Em spered, em c’halon, mui n’ez eus a levenez,
Ha gant keuz diwezhad, en ur ouelañ noz ha deiz,
Meur a wech e tistroan war-zu va yaouankiz.

Poésies de Georges Le Rumeur : Dihunomp !

          da Loeiz Herrieu

Dihunomp o Kelted Breizh-Vihan ha Tramor,
Setu an amzerioù diouganet gant Merzhin
O tonet !... Dihunomp ! nag en despet d’ar mor
Unanomp hon daouarn ha kanomp holl lirzhin !

Kanomp ar c’han dispar a gane hon tadoù
A-raok mont d’ar brezel ! ha diskwelomp* timat    [diskouezomp ?]
D’ar Saozon ha d’ar Gall, ha d’an holl broadoù
Ez omp ur ouenn atav ! ur ouenn hag a dalc’h mat.

Poésies de Georges Le Rumeur : Heñvelidigezh

Kalz a Vretoned a zo c’hoazh hirie an deiz,
Ha na ouzont allaz ! man eus ar pezh a sell
Ouzh istor meuleudius ha kaer o Breizh-Izel,
Bet gwechall-gozh ken bras ha ken kaer koulskoude !

Ar re-se pa ra goap oute ar Gall divezh,
Pa lâr dezho n’int ’met gounezidi pennek,
Pe pa dro kein dezho pa gomzont brezhoneg,
Ar re-se holl a soubl o fennoù gant ar vezh !

Poésies de Georges Le Rumeur : Kan brogar

Da lorc’h a zo va lorc’h, da eurvad va hini,
O Breizh ! ha da youloù va youloù me ivez.
Me ’gan pa out joaius, hogen ar velkoni
Hag an daeroù a zo va lod pa c’houzañvez.

Rak em c’horf da ene kizidik ha tener
A zaskren ha da wad em gwazhioù a red,
Ha va c’halon garus, a daolioù gwall bounner,
Em c’hreiz, ’vidout a sko buan, a sko bepred.

Met un deiz e torro. Neuze en ez tivrec’h
Me a garje mervel. Pegoulz e vezo trec’h
Da’m buhez an Ankoù didruez ha bouzar ?

Poésies de Georges Le Rumeur : Unvaniezh

          Un ali, Bretoned,
Hag eus ar re wellañ ! – Evit bout difezus*    [?]
Ha doujet e pep lec’h ’vel ar bobloù nerzhus
          Bezomp holl unanet !

          Ya, bezomp unanet !
Ha beuzomp ’kreiz ar mor ar politik euzhus
Pehini a c’hwezh tan ar gasoni mezhus
          E-touez ar vignoned !

          Neuze, hepken, da wir,
E c’hellimp labourat ! ha gwelet hon Breizh paour,
          ’Despet d’ar Gall diwir.

Poésies de Georges Le Rumeur : Va c’hoantiz

          D’an aotroù Delafargue « Brazh Tremener »

Biken daoulagad ar merc’hed
Na’m lako da huanadiñ,
Rak da Vreizh-Izel ’meus roet
Va holl garantez, gant dudi.

Chalmoù skedus ar merc’hed kaer
’Vel re ar bleunioù zo marvel,
E-lec’h re Breizh va c’hoantiz ker
A zo padus ha divarvel.

Kerdenigoù va zelennig
Ha nervennoù va c’halonig
A daskren* ’viti a-gevret.    [sic]

Poésies de Georges Le Rumeur : Youloù Breizhiz

Breizhiz a fell dezho ma vezo o yezh kaer
Doujet gant an estren ! Desket d’ar vugale
’N o skolioù, ha komzet eus ur penn d’egile
          Dimeus o douar ker !

Breizhiz a fell dezho mirout krenn o gizioù,
En em unaniñ start ’vit bezañ didrec’hus,
Ha gwelet o tridal o bannieloù luc’hus
          War lein o menezioù !

Breizhiz a fell dezho bout gante hoc’h unan
Renet gant poell, hervez spered o Gouenn, ha nann
(Evel emaint hirie) ’enep d’ar skiant vat !

Poésies de Toussaint Le Garrec : Dihun Breizh

    war don Merzhin (er Barzhaz-Breizh) : bremañ trizek miz ha teir s’un

    I

An deiz a darzh, an heol a bar, (bis)
Dispak a ra dremm an douar.

    Diskan

        Sav adarre,
Mamm Breizh, va c’harantez,
        Sav adarre,
    Setu ar beure !

Ar glizh a c’hoarzh war bep delienn,
An evn a gan war bep gwezenn.

Poésies de Toussaint Le Garrec : Gwir Vreizhiz

          D’am mignon ar barzh Fañch Jaffrennou,
          hag en deus savet kan « Ar re jenet » (les Blasés)

Bez ’zo, ’vit gwir, va mignon,
Meur a spered, meur a galon,
          Kozh ’raok an oad,
Meur a gorf yaouank daoubleget
E bev gant preñv ar bez peget,
          Dinerzh, diwad.

Telenn Arvor (02) : Barzhoneg pe kanaouenn ar Bretoned

    war don An hini gozh

    I
        Ni zo bepred
            Bretoned,
    Bretoned tud kalet.

    II
O ya ! D’ar brezel paotred taer,
Paotred vat ha seven er gêr.
        Ni zo bepred
            Bretoned,
    Bretoned tud kalet.

    III
Tec’het a ra [’r] Saoz penn-da-benn
Pa lavaromp-ni : « Torr e benn ! »
        Ni zo bepred
            Bretoned,
    Bretoned tud kalet.

War an daoulin (25) : Ma c’halon zo e Breizh-Izel

Ton evit an diskan : Ar Re C’hlas (Barzhaz Breizh)
Ton evit ar pozioù : E-barzh ar c’hoad (Ernault-Mélusine)
 
My heart’s in the Highlands,
my heart is not here.
                (R. Burns)
 
Ma c’halon zo e Breizh-Izel
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix