Thème : le Barde

Amour et foi (38) : Âme des Poëtes (l’)

Ne vous étonnez point, vous que la muse entraîne, 
Vous, dont le cœur fléchit à sa voix souveraine 
     Qui commande toujours ; 
Ne vous étonnez point, créatures divines, 
Que la sève bouillonne et batte vos poitrines 
     Jusqu’à tuer vos jours. 

Annaig (07) : D’ar barzhed eus ar C’hreisteiz

  I 

’Us d’ar vro ’vel ur vogedenn
Ar goañv didruez a dremen. 

En oabl hudur heolig Doue 
War Dreger na baro feteiz ; 

Ul liñsel wenn war an douar, 
Erc’h ha skorn, ha kañv ha glac’har. 

Hag an avel war Menez-Bre 
Bemnoz a yud ’vel ar freizher*,    [< preizher] 

’Vel evn an Ankoù ’pad an noz 
An avel war ar menez kozh. 

Neuze ’sav eus an douar pri 
An dud varv e-maez o zi : 

Annaig (29) : Da’m delenn

A-boan m’oa diskennet va mignonez en douar, 
Ma tirollas warnon noz teñval an enkrez, 
Rak den ne gemere perzh e-barzh em glac’har, 
               Den ouzhin n’en doa truez. 

Ma’z eo doanius gwelet, da bep diskar-amzer, 
An delienn o tiskenn, ar vleunienn o c’hweñviñ, 
Goude bezañ soñjet, prestik e lavarer : 
               Ne c’hallent bevañ mui. 

Bombard Kerne (04) : Ma vijen barzh

Ha ! Perak n’am eus ket 
Ho telenn alaouret, 
Merzhin, Gwenc’hlan, Riwall, 
Barzhed an amzer all ? 
’Veldoc’h, a vouezh uhel, 
Da heklev Breizh-Izel, 
Me a daolje ur c’harm 
Skiltr ’vel hini an ar’m*.    [evit arem] 

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (03) : Distro ar barzh

  I 

Ganet en douar lann ha roz, 
War ribl mor gouez an hanternoz, 
Pa’z oan e-barzh ma c’hentañ oad, 
’N em gwazhied oa ruz ar gwad. 

Birvi ’rae dindan aer an aod, 
Met bremañ glas eo ma divjod ; 
Siwazh ! Mont a ran ’dreuz broioù, 
Un huelenn-c’hwerv ’n em genoù. 

Ma zadoù kozh, bev pe varv, 
Oa enoret-meurbet ’n o bro… 
Allaz ! Ha me, war zistro ’n oad, 
Zo evel ur geotenn er prad. 

Lili ha roz gouez (30) : Barzh hag e vinioù (ar)

War ribl an hent, e-skeud an delioù
          Poultrennet eus ur c’harzh,
Mantret ha beuzet en e zaeroù,
          Em eus gwelet ar barzh ;
E dal a yoa teñval ha soublet,
          Ha gant ur vouezh truezus
E roas, hepdale, din da glevet
          Ar c’homzoù-mañ klemmus :

          DISKAN

Bremañ, siwazh ! ne vez mui kanet,
E Breizh-Izel, gwerzioù, sonioù,
Hon amzer gaer a zo tremenet,
Marvomp eta, paourkaezh binioù !

Mouezhioù an Abardaez-Noz (02) : Kan emglev ar Varzhed

    war don Bro Gozh va Zadoù

    Ni, barzhed a galon, karomp hor Zelenn,
Gant doujañs ha preder stennomp he c’herden,
Diwallomp ne teufe ganeomp da devel,
    Kanomp warni betek mervel.

        Diskan :

            Telenn santel, telenn Arvor,
        Dreist an drouz hag an avel vor
        Son atav da zerc’hel eñvor.

Mouezhioù an Abardaez-Noz (04) : Delenn hag ar barzh (an)

    AN DELENN

Sav alese, barzhig ; tenn din eus va c’halon
Ar veuleudi gaerañ hag al lirzhinañ son.

    AR BARZH

Mouezhioù an Abardaez-Noz (52) : Hun ar barzh

    Tost d’ar mor don, e-kreiz peoc’h santel ar vered,
E goueled Breizh-Izel, e vro muiañ-karet,
            Ar barzh zo douaret ;

    Bizied e zaou zorn skoulmet war e varlenn,
O startañ nerzhus c’hoazh kerden aour e delenn
            Tavet da virviken.

    E zaoulagad gantañ digor frank divalvenn,
E skouarn o selaou petra ’gan ar wagenn
            D’an avel a dremen ;

Poésies de Gabriel Le Febvre : Huñvre (un)

E[n] noz tremenet
Ez on bet sakret
’Vit ur biken barzh.
Reiñ deoc’h un heklev
Penaos ’voe an traoù
Me na oufen harz.

E-tal un daol-vaen
E oan ’n un draonienn
E-kreiz koadoù don ;
En neñvoù al loar
Gant he sked dispar
A luc’he warnon.

Gaouiad e vefen
Mar na anzavfen
Em boa un tamm spont,
Ha sellet a raen
Mar oa gwenodenn
Er gêr da zistront*.    [sic] 

Poésies de Gabriel Milin : Matilin ar barzh dall

Paotred, plac’hed yaouank, c’hwi ’lamme o tridal,
Pa glevec’h, dre Gerne, Matilin, ar barzh dall,
O treiñ, gant e vombard, tonioù ’ouie atav
Lakaat fiñv er wazhied, digeriñ jabadao,
Ouelit, n’her c’hlevot mui ! En e vez yen eo mik ;
Marv eo Matilin, dialan hoc’h eostig.

E ene zo nijet da vro an telennoù,
Bro ar barzhed ’zo bet skiltrus o c’halonoù ;
E kalon ar barzh kozh ’vel un ogroù ’gane,
Hag eñ oc’h ehanañ, evned a ziskane.
Evidomp-ni, Breizhiz, hon diskan zo daeroù :
Kouezhañ ’ra ar gwez bras, sec’h outo an delioù.

Telenn Arvor (01) : Delenn (an)

Dilezet war gerreg ar mor,
Tevel a rae an delenn aour,

He c’horfig hanter zigoret
Hag he c’herdenigoù torret.

O welet un dizeur ken bras
Va c’halon ivez a rannas ;

Me ’gavas ennañ un nervenn,
Hag hi ’stagas ouzh an delenn,

Ur gordennig a garantez ;
Ar re all a stagis ivez.

Evit pep oad, evit pep stad,
Bremañ ’son ar sonerez vat. –

War an daoulin (09) : Pried ar barzh

Euredet ’omp bet deiz ma badeziant1 :
Kloc’h an iliz gozh en tour a sone,
Heol mat gourhelen2 en oabl a splanne,
Ar bleuñv a vleunie er geot war an hent,
’Mesk ar gwinizh aour evned a gane :
Euredet ’omp bet deiz ma badeziant3 :
 

War an daoulin (29) : Gweledigezh (1)

« Visio dura nuntiata est mihi… »
             (Isai., XXI, 2)
 
Perak taviñ bepred, p’en deo ar wirionez ?…
 
Ar barzh en e gousked en deus bet un hune ;
Pignet e oa war ur menez
’En em guzhe e benn e sol kogus an neñv1.
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal