Thème : l’Ankoù

Nous avons rangé dans ce thème tout ce qui a trait à une personnification de la Mort dans la littérature bretonne, c’est-à-dire non seulement l’Ankoù proprement dit, et qu’on ne présente plus, mais également les fameuses kannerezed-noz ou lavandières de la nuit, qui envoient dans l'Au-delà tout ceux qui ont le malheur d’essorer leur linge du mauvais côté…

Annaig (16) : Karr an Ankoù

  I 

Gwelet hoc’h eus en deñvalijenn 
’Barzh an noz teñval ur sklêrijenn ? 

Al luc’hed didrouz en noz teñval 
Zo un ene kaezh o klask un all. 

Klevet hoc’h eus goude hanternoz, 
Pa n’ ganer nemet er baradoz ; 

Goude hanternoz klevet hoc’h eus, 
Nemet en ifern pa na ve keuz, 

Evel un diskan klevet gwechall 
Ur vouezhig truezus en noz dall ? 

Annaig (23) : Gousperoù an Anaon

  I 

Un nozvezh a viz gwengolo 
Oa tan ha kurun en neñvoù, 

Ur gwall amzer, ’vel ’meus gwelet 
En aod Penmarc’h hag e Keoded, 

Ken ’grene log ar pesketaer 
Ha krene mui e wreg e gêr. 

’Kreiz al luc’hed hag ar c’hurun 
Pa oan-me krog em c’hentañ hun, 

Un huñvre deut eus Breizh-Izel 
’Diouganas ma bro o vervel. 

An Arvor dilezet a-grenn 
’Vel ar fav brein ’ribl an aven. 

Breizh (21) : Pok ar marv

Klevet ac’h eus pe burzhud bras 
E Breizh-Izel a c’hoarvezas ? 

    **** 

Kaer ar plac’hig ’vel steredenn, 
Evel un evn ar paotr laouen. 

– Naig, Naig kaezh, lârit din, 
Hag e miz gouere hon dim’i* ?    [evit dimezi] 

Neuze hon-daouig d’ar bloaz-mañ 
’Rafemp pardon Santez Annañ. 

– Me ’vo hualet p’am bo c’hoant. – 
Evel-se komz ar plac’hed koant. 

Breizh (25) : Barroù spern hag ivin (1)

        I 

    An deiz m’on aet pell ouzh ma bro, 
    D’an holl ’meus lâret kenavo. 

    Hag o tremen ouzh ar vered 
    Da droad ar groaz ’on daoulinet ; 

    Ur garlantez spern ha lili 
    Am eus bountet en douar pri, 

    Ur bodig-spern, ’vit e gempenn 
    Staget tro-a-zro lili gwenn ; 

    Pedet ’meus an Aotroù Doue 
    (Ma glev Doue pedennoù-se) : 

Chanson de la Bretagne (la) (33) : Lépreuse (la)

Monna Keryvel met pour aller paître,
Pour aller, aux champs, paître ses brebis,
Avec sa croix d’or qu’a bénite un prêtre,
Monna Keryvel met ses beaux habits.

Un doux cavalier s’en vient d’aventure :
Il a « bonjouré » Monna Keryvel,
C’est un fils de noble, à voir sa monture,
Et son parler fin sent l’odeur de miel.

Monna Keryvel n’a su que répondre
Au doux cavalier qui la bonjoura ;
Mais son joli cœur s’est mis à se fondre,
Monna Keryvel demain pleurera .

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (32) : Veñjañs an Ankoù (1)

I

E kastell ar Bilo, an itron a oa klañv.
– Kement-mañ ’arruas un noz e-kreiz ar goañv. –

Kerent ha mitizhien a yae hag a deue,
Skuizhet ha penngollet gant eizh noz war vale.

Ar c’houevr hag an arc’hant a lugern er c’hambroù,
Strakal ’ra an derv ’barzh an siminaloù.

Deus ar c’hav d’an doenn, an eoul hag ar c’hoar
A lak er prenestroù ur sklêrijenn dispar.

    ***

E Breizh-Izel (08) : Karrigell an Ankoù

Laosk aze da besked, eme ar Mestr da Ber,
Me’z tesko da vezañ, ’barzh nebeut bloavezhioù,
Pesketaer eneoù. Ha va den mat seder
Kerkent da zilezel e dammoù rouedoù.

An holl a oar penaos an diskibl a galon
A dapas en un taol war-dro tri mil ene.
Nag a bet kant, a-raok mervel e Babilon
Ne lakeas ket Per war gwenodenn an neñv(1) !

C’hwi ’soñj deoc’h marteze penaos hor c’hureed,
Kollet gante an tu da c’hounit eneoù,
Chom o divrec’h e kroaz da gontañ ar stered ?
N’ouzon netra tostoc’h d’ar gwellañ huñvreoù.

Poésies de Georges Le Rumeur : Glañvourez yaouank (ar)

O tadig kozh, adeo ! adeo o mamm karet !
Adeo mor islonkus ! mor ha na welin ken.
Aodoù gouez ! reier du ha lannoù alaouret !
Pradeier ! hentoù kleuz, adeo da virviken !

Ar marv en-dro din, ’hed an noz, ’hed an deiz
’Nij atav ha va spont ! ha me ken pur ! ken koant !
N’eus forzh ! barnet ez on da vervel !... koulskoude
Da vevañ un tamm c’hoazh, o nag am bije c’hoant !...

Yann Postig

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix