Thème : l’Animal

Annaig (13) : Diwar-benn ur c’hi

Harzh ’ta, ki mat, ouzh al laeron 
Hag ar c’hanfarded difeson 
Nemet warnon-me ur wech all. 
Rak n’on na kanfard na laer fall. 

War gap e revr e toull an nor 
Ur penn euzhus, e geol digor, 
Eus treuzioù an nor na fiñve 
Na da harzhal na baoueze ; 

Hag eñ ’harzhe ’vel gant ar broc’h, 
Hag e vouezh skiltrus ’vel ur c’hloc’h : 
Hep aon, me ’lâr deoc’h, tudoù gaezh, 
N’ho pije tremenet ’n e rez*.    [evit raz] 

Arvor (l’) (23) : Tom

                                                  Le chien, c’est la vertu
          Qui ne pouvant se faire homme, s’est faite bête ;
          Et Ponto me regarde avec son œil honnête.
                              Victor Hugo

Lili ha roz gouez (36) : C’honikl (ar)

En ur gwaremm alaouret
Gant bleuñv melen al lann,
Ar c’honikl a zo ganet
Etre daou skourr balan ;
Puchet ez eo ken bravik
War ur gwele raden,
Hag e benn zo ken koantik
Gant daoulagad melen !

Her gwelet ’ran a-wechoù,
Kerkent deuet ar beure,
O redet er c’hrinennoù,
Ken seder ha ken gae !
Mat a ra lammet, c’hoari,
P’en deus, evit netra,
Ar geot tener da zebriñ,
Ar glizh evit evañ.

Lili ha roz gouez (49) : Pichon

Pichon, a lavare va zad,
A yoa glas en e yaouankiz ;
D’ar foar, kerkoulz ha d’ar marc’had,
Pa’z aen gant sac’hadoù gwinizh,
An holl a chome sebezet
En ur welet ul loen ken kaer ;
Ma n’em bije ket her c’haret,
Pichon a ve bet gwerzhet ker.
– Ma n’oa ket falvezet da’m zad
En em zizober eus Pichon,
Me ’gav en doa graet un dra vat,
Rak n’oa ket, e giz loen limon,
Loen all ebet er Finister
Evit, eveltañ, dibradañ
Hep mouzhat, en un taol kolier,
Ur c’harrad eus ar re vrasañ.

Lili ha roz gouez (57) : Marv ar c’hi

Ur vintinvezh, da foar vras Lesneven,
Ar paourkaezh Tom a dorras e chadenn.
Hogen e vestr, a-dalek ar beure,
A yeas en hent, gant ul loen, d’ar foar-se.
Dihun abred, ar c’hi Tom o gwelas
O vont er straed, etrezek an hent bras.
Teñval e benn, hag e lost war ziskenn,
En ur c’houesa[at], setu da Lesneven
Eñ da redet ; buna ez en em gavas,
Lous e vlevenn gant poultrenn an hent bras.
Pell e klaskas a-dreuz, a-gleiz, a-zehoù,
E zaoulagad beuzet gant an daeroù,
Pa deuas kerkent ur fallakr da grial ;

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal