Thème : l’Angleterre

Arzhur Breizh (03) : arvest kentañ, I pennad

ARZHUR (16 vloaz), beskonted ROHAN ha LEON, aotrounez GEMENE ha ROSTRENN

ARZHUR
Azezit, aotrounez, mall am eus da glevet
Penaos emañ an traoù dre ar vro n’em gavet ?

Breizh (03) : Son ar chufere

Ouzh taol oa c’hoazh tud an eured, 
Broudig an dall pa’z eo klevet, 

Gant e gi ar baleer-bro 
O pateriñ ouzh an treuzioù : 

– Dall ha daonet ! An aluzon
Az po, mar kanez deomp ur son. – 

E sku’l* ’n e zorn gant pep hini,   [evit skudell]
’Krog an diskan war leur an ti. 

   Skuilh ha skuilh, ev da ruilh ; 
   Chufere, n’evit re. 

Breizh (05) : Perinaig (1)

              I 

          – Demat hirie deoc’h er gêr-mañ. 
          Div blac’hig yaouank a glaskan, 

          Div vinorez aet ’maez ar vro 
          Bremañ ur bloaz bennak a zo, 

          Unan anvet Perinaig… 
          – Baleer-bro, ’vit bremaik 

          Az po keloù gant ar Saozon, 
          Keloù da vantrañ da galon. 

          – Lârit din perak ar c’hleier, 
          ’Vit d’ar sul, ’tiñs ar c’hlaz e kêr. 

          – Kloc’h ar basion zo tiñset 
          D’ur plac’hig d’ar marv barnet ; 

Buhez Arzhur a Vreizh (03) : Gurunidigezh (ar) – I diviz

KEROMAN, OLIER, FLOC’HED, SERVIJERIEN

Pa saver ar ridoz, ur mevel bennak a ehan da zresañ kador an Duk ha da gempenn ar sal.

KEROMAN
Renaod, ha c’hwi, Hug, ledit ar pallenn-mañ war bazennoù an tron, ha taolit evezh ma vo kaset ar bodekoù da sal ar fest. Da Olier o tont er sal dre an nor zehoù. Hag ’out distro, va mab ?

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (07) : Marv Jafrez Pont-Gwenn, marc’heg

Bro an dud kalonek, ha gwechall ha bremañ,
Breizh ! Piv zo bet muioc’h kalonek ’vit hemañ ?

Ar Saozon brein, evel bleizi, da hanternoz,
Dre un drubarderezh, a zeuas er gêr gozh.

Hogen Jafrez Pont-Gwenn oa dihun ’n e wele,
Trouz a glevas. – Lammat a reas war e gleze. –

Trouz binioù-brezel !… « Saozon e Lannuon !… »
– N’eus ket ezhomm harnez d’ar marc’heg a galon –

Gwerz emgann an Tregont a Vretoned (02) : Chabist kentañ

  1 
Ur werz pell amzer zo bet skrivet e galleg, 
Hag a dlefe pell zo bezañ e brezhoneg, 
A glevfot(1), mar gallan, ha poent a-walc’h e ve ; 
Rak e Breizh, en ho pro, ha va hini ivez, 
Eo c’hoarvezet an taol p’hini a zisklêrian : 
Biken ne vo kanet kaeroc’h taol evitañ. 

Lili ha roz gouez (69) : C’holonel eus Villebois-Mareuil (ar)

Du-hont, en Afrik ar c’hreisteiz,
E veve didrouz, e frankiz,
Ur bobl nerzhus hag a galon,
Warnañ pa gouezhas ar Saozon.

Gant un nerzh vras, unan ouzh dek,
Hep ehan, ar bobl kalonek
Ouzh ar Saozon a gred herzel ;
Frankiz ! emezañ, pe vervel !

En ur welet kement a nerzh,
Kement a lealded er Boers,
D’an Transvaal e ya Frañsizien,
Villebois-Mareuil en o fenn.

Lili ha roz gouez (70) : Bazhad d’ar Saozon

Ur gounnar vras a verv e kof an aneval ;
Bezomp war hon evezh, Breizh-Izel ha Bro-C’hall,
Rak Bro Saoz, a-nevez, a ziskouez he dent lemm,
Ar c’hoant bras d’hol lonkañ zo skrivet war he dremm.

Chomomp atav dihun, Bretoned, noz ha deiz
Rak, evel a ouzomp, ar Saozon a zo treizh,
Ma n’hon eus ket bepred hon daoulagad digor,
O listri buan a vo damdost d’hor porzhioù mor.

Lili ha roz gouez (71) : Saozon digalon (ar)

Eizh devezh, noz ha deiz, gant e bevar mil leon,
Al leon KRONJ a zalc’h penn d’hanter kant mil Saozon
En despet d’o niver, ha da galz kanonioù
Pignet gant ar re-mañ e lein ar menezioù,
E-pad ma chome c’hoazh gant ar Boers un tenn
Ar Saozon a gouezhe niverus ’vel kelien.
Met siwazh ! petra ’dalv kement a nerzh kalon,
Pa vez en hoc’h enep an niver hag an naon ?
Hag ar pezh zo gwashoc’h, ar boan skrijus, garv,
Da gaout an alan, brein, gant c’hwezh ar re varv !
Rak ar Boers ivez a gouezhe puilh bremañ,

Poésies de Toussaint Le Garrec : Kleze, telenn, kredenn (08) – emgann Sant Kast

Neuze ’teuas an noz en-dro din, un noz du
Evel an nozvezhioù teñvalañ miz Kerdu ;
Ha, goude un dro hir, e voen dre va huñvre
War aod ar mor garv degaset adarre.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal