Lili ha roz gouez (27) : Teod flour (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Bugel, bez war evezh, dreist-holl ouzh an teod flour
A lavar ez eo mat ar pezh a rez a fall,
N’ez eus ket war an douar ur brasoc’h enebour,
Ma n’out c’hoazh nemet born, hemañ da’z lako dall.

Ma’z eo bet, e Kana, distroet e gwin an dour,
N’eo ket un den er bed a rafe kement all ;
’Vel ur c’hilhog, eta, gwintet war beg un tour,
Ma troez gant pep avel, ouzh an teod flour diwall.

Rak hennezh, a-dre-kein, hepdale da werzho,
Muioc’h-mui, dirazout, an trubard a vezo
Bep gwech a-du ganez, ’vit gwelloc’h da’z plegañ.

Setu perak, kerkent m’ec’h eus en em faziet,
Kred an neb hel lavar krenn, hep troidell ebet,
Rak hen, e gwirionez, eo da vignon gwellañ.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix