Lili ha roz gouez (71) : Saozon digalon (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Eizh devezh, noz ha deiz, gant e bevar mil leon,
Al leon KRONJ a zalc’h penn d’hanter kant mil Saozon
En despet d’o niver, ha da galz kanonioù
Pignet gant ar re-mañ e lein ar menezioù,
E-pad ma chome c’hoazh gant ar Boers un tenn
Ar Saozon a gouezhe niverus ’vel kelien.
Met siwazh ! petra ’dalv kement a nerzh kalon,
Pa vez en hoc’h enep an niver hag an naon ?
Hag ar pezh zo gwashoc’h, ar boan skrijus, garv,
Da gaout an alan, brein, gant c’hwezh ar re varv !
Rak ar Boers ivez a gouezhe puilh bremañ,
Evit en em zifenn pa n’ho doa mui netra.
Merc’hed ha bugale, beuzet holl en o gwad,
A gouezhe marv-mik, kement ha pried ha tad.
KRONJ, evit o beziañ, da c’houlenn ’ta neuze,
Digant ROBERTS ar Saoz, un nebeudig mare.
Hen gwechall, pa’z oa trec’h, den leal hag a galon,
En doa lezet ober kement-se d’ar Saozon.
Bretoned, selaouit ar pezh a respontas,
D’ar jeneral leal KRONJ, ROBERTS ar muntrer bras :
“Evit beziañ da dud, ne dalv ket dit ar boan
Goulenn, un eur hepken, da devel an emgann !!!”
Ouzh ar Saozon ken kriz, ha leun a c’hwarizi,
Piv ’ta n’en defe ket, leizh kalon, kasoni ?

Vous êtes ici

Livre

Lili ha roz gouez (71) : Saozon digalon (ar)

Lili ha roz gouez

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix