Barzhaz Breizh : Droug-kinnig Nomenoiou (3)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

An Nemenoiou en deus graet
Pezh na reas bis’ tiern ebet :

Mont gant sier war an aodoù,
Evit dastumiñ meinigoù,

Meinigoù da gas da ginnig
Da verer ar roue moalik.

An Nemenoioù en deus graet,
Pezh na reas bis’ tiern ebet :

Houarnañ e varc’h gant arc’hant fin,
Hogen e houarn gin-ouzh-gin.

An Nemenoioù en deus graet
Pezh na ray biken tiern ebet :

Monet da b’eañ ar c’hinnig,
Evitañ da vout pinvidik.

– Digorit frank perzhier Roazhon,
Ma’z in tre er gêr war-eeun*.    [K eon] 

An Nemenoioù zo amañ,
Kirri leun a arc’hant gantañ.

– Diskennit, aotroù, deu’t en ti,
Ha list ho kirri er c’harrdi,

Ha list ho marc’h gwenn gant ar flec’h,
Ha deu’t-hu da goaniañ d’an nec’h.

Deu’t da goaniañ, kent, da walc’hiñ ;
Kornañ ’reer an dour ; klevit-c’hwi ?

– Gwalc’hiñ ’rin, aotroù, bremaik,
Pa vezo pouezet ar c’hinnig.

Kentañ sac’h a oe degaset,
Ar pouez ennañ a oe kavet.

Eilvet sac’h a oe degaset,
Kompez ivez a oe kavet,

Trede sac’h ’oe pouezet – Hola !
Hola ! hola ! fallout a ra !

Ar merer evel m’her gwelas,
E zorn war ar sac’h ’astennas ;

El liammoù a grogas krenn,
O klask an tu d’o dieren.

– Gortoz, gortoz, aotroù merer ;
Va c’hleze o droc’ho emberr !

’Oa ket e gomz peurlavaret,
Pa oa e gleze diouinet,

Ha gant penn ar Gall daoubleget
Rez e zivskoazh skoiñ en deus graet,

Ken ’droc’has kig hag elvajenn
Ha sug ur skudell c’hoazh ouzhpenn.

Ha kouezhet er skudell ar penn,
Hag hi kompez mat evel-henn.

Hogen sellit-hu trouz er gêr :
– Harz al lazher ! harz al lazher !

’Mañ kuit ! ’mañ kuit ! kasit gouloù ;
Deomp timat da heul e roudoù !

– Kasit gouloù ; mat a refet ;
Du an noz hag an hent skornet,

Nemet ma uzfec’h ho potoù,
’Meus aon, o tont war va roudoù,

Ho potoù lêr glas alaouret ;
Ho skudilli na uzot ket,

Ho skudilli aour gwech ebet,
O pouezañ mein ar Vretoned.
         – Argad ! –

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix