Nouelou ancien (an) (02) : I – Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet…
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 1 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

[L’air de ce Noël n’est pas indiqué, contrairement aux autres.]

 

    1
Nouel ! Nouel ! E quentel don guelet
So diliuzret gant Doue hon guir Roue benniguet.

[Ces deux vers sont sans doute le refrain, toutes les strophes du Noël étant des quatrains.]

 

Ouz an fest man, greomp glan damany,
Joaou meurbet, bepret, ha meuleudy
Ouz Map Mary so entromp ny arryuet,
Euit hon prenaff glan quement maz omp ganet.

    2
Dre pen hon tat Adam ez viomp condamnet,
Allas ! bras ha byhan, quement a voue ganet,
Da bout en Ifern yen en anquen ha penet,
Pa na deuzy en Merchic han Mabic beniguet.

    3
Eua, hon quentaff mam, he deffoue un blam bras
Ouz sentiff re buhan da saouzan Sathanas,
Dre atys an Serpant, ha hy a consantas
Terriff gourchemen Doue, hon Roe, nep hon croueas.

    4
Dre un tam aual glas ez viomp oll tasset
Da bezaff bizuiquen en ancquen ha penet :
No deffoue muy a nech nac a bech a pechet ;
Rac offansiff un guez ez viont carezet.

    5
An eil Person diuin, a peutrin an Dryndet,
So deuet da compret quic en Merchic beniguet :
Dezy ez voe vuhel dre an Eal reuelet
Enn y ez voue Rouen eff, corff eneff, concevet.

    6
Neuse ez concevas hac ez mansa* enny,  [mansa lisez manas] 
Euel maz oa coumset ha lauaret dezy
Gant an Eal beniguet diguacet dauety :
An eff ez deuz hon car en douar da Mary.

    7
Crediff a dleomp glan ez voue heman ganet
A corff guerch un merchic doucesic, beniguet,
Hac ez deuz voar an bet – credet, bezet seder –
Da iun en un desers ha da bezaff merzer.

    8
Mary, en em dougas, en ganas en hasaou.
En presep un egen hac un asen ho daou
Ez voue ganet, hep faut, peur baut, hon guir Autraou ;
Ne voue tam en campraou nac en paramantaou.

    9
Eno ez voe truez, dre guir fez ! en dezraou !
Entre’n anevalet bout ganet hon Autraou !
Roue sent en paourentes ! ne doa danvez treziaou ;
Allas ! na netra pur da ober mailluraou.

    10
Ha quen buhan maz foue ganet Doue, Roue an sent,
Un sterent a savas hac a ioa bras he ment ;
Gant an sclerder a voe, an try roue Orient
A deuz da proff offrancc chevancc a advancent.

    11
Dan Pastoret, en nos, pan voant clos reposet,
Ez voe, credet detry, devry notyfiet
Gant an Aelez voar can ez oan Map man ganet ;
Hac y, cuff hac vuhel, dont santel de guelet.

    12
Rouanez, pan deuzont, a mensont digantaff
An Barados, hep mar, clouar, dre’n lavaraff.
Deze he roas Rouen sent, hep fent, an pouent quentaff ;
Hac an pinuizien a reng plen he prenaff.

    13
Herodes hep quet sy a voe melconiet,
Pan clevas an dra man beza an Map man ganet,
Gant an try Roue santel, pan deuzont de guelet ;
Gant depit hac affvy ez voe frenesyet ;

    14
Maz lavaras, hep mar, digas tut a armaou
Da distrugaff hep sy an bulgaleygaou ;
An oll Inosantet, ne comsaff quet a gaou,
A voe, syouas ! lazet ha trouchet ho pennaou

Les deux couplets qui suivent devaient être précédés de quelques vers de transition.

…………………………………….
…………………………………….

    15
Oll greomp ny enor, a cor, dan pemp gouly
Ha dan Passion bras, allas ! ha dan casty
En deffoue Roue nouar, e menez Calvary,
Pan voe greyet en croas, allas ! dren isily.

    16
Ha Longius, an dal, dre e goal a fallas :
Gant un goaff damany Map Mary a gryas,
Maz deue an goat dan traou dinaou bannechaou bras ;
Hac enff goullen pardon ha Doue en pardonas.

…………………………………….
…………………………………….

    17
Jesu, Map Doue ha den, so deuet don lauenhat
A corff un Guerches glan, – an dra man so haznat –
Juez, da fin an bet, ez deuy net hep cretat
Da barn bras ha bihan quement glan a ganat.

    18
Entromp pedomp breman an Map man damany,
Hac e quer mam clouar hanvet hep mar Mary,
Ma hon lochint y* en ho ty benniguet  [lisez yy] 
En joa ha leuenez, goude finuez an bet.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix