Dañs ar Gornandoned (24) : Eil lodenn, XX diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

BALIBOUZIG, DJIM, AR GORNANDONED

DJIM kreñv e vouezh
Petra ’fell dit, paotr kozh, petra ’fell dit ?

BALIBOUZIG
A, aour, a, a, arc’hant, ar bi, ar bibibin…

DJIM
Tav, tav ! Klevet em eus, ar binvidigezh eo a fell dit, hein ?

BALIBOUZIG
Ya, a a a, ya a a.

DJIM
Divin un divinadell da gentañ. E pelec’h emañ kreiz ar bed ?

BALIBOUZIG
Kre, kre, kre, kre, krei… i… i.

DJIM drougig ennañ
Ya, ya, kreiz ar bed, kreiz ar bed. E pelec’h emañ-eñ ?

BALIBOUZIG nec’het naet
Ar be… ar bebed… ar, ar… Luc’hed ha kurun adarre.

DJIM drougig ennañ
Lavar, lavar ’ta.

BALIBOUZIG
Nou, nou, nou… nou… zon, n’ou…

DJIM
N’ouzout ket ! petra a rez amañ, neuze ?

BALIBOUZIG
Ka, ka, ka, ka, ka… vout ar bi, ar binvidi…

DJIM
Gwell eo dit tevel. Dibab ! dibab. Guilcher en deus dibabet ar c’haerder, ar vraventez. Dilezet en deus ar binvidigezh.

BALIBOUZIG
Ma, ma ma, mat ; me me a zi, a zi… bab ar pezh zo, zozo bet di, di, di, di, di, le, di… lezet gant Guil… Guil… cher.

AR GORNANDONED o krial a forzh, holl a-unan
Mat-tre, mat ; deus ganeomp, deus buan dindan an daol-vaen vras. Eizh pe nav anezho a vount Balibouzig hag her c’has er-maez diwar bouez e zilhad. Ar gornandoned all ha Djim a chom war an teatr, hag en em laka da zañsal a-gelc’h en ur zibunañ deizioù ar sizhunvezh.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix