Manuscrits d’Alexandre Lédan : III (369-371) – Rouantelezh imajiner, pe va huñvre (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
* Tome 3, pp. 369-371

Ma ven roue, klev, Yann, ma n’her gouzout,
Petra, ’me Fañch, a ve dimeus va gout :
Ur marc’h am be gant ur blumajenn wenn,
Gwintet warnañ, me ’ve bepred er penn,
Fier-meurbet, o vesaat va saout,
Rak peadra am be neuze da gaout,
          Ma ven roue.

Ma ven roue, a respont Yann da Fañch,
M’em be raktal ha pal, ha forc’h, ha trañch,
Met da’m zad kaezh me ’rofe kalz a aour
Ha krampouezh lard, ha gwin roz da’m mamm baour ;
D’an holl beorien me ’rofe bara gwenn,
Ha bep mintin ur skudellad soubenn,
          Ma ven roue.

Ma ven roue, n’em be bepred em penn
Nemet dre holl lakaat heuilh al lezenn,
Rentañ kontant tud va rouantelezh,
A vennigfe bemdez va madelezh ;
Hag evit-se ’kemerfen evit skouer
Hor roue mat, hor mignon, hon tad ker,
          Ma ven roue.

Ma ven roue, me ’choazfe da vignon
Un den onest a garfen a galon,
Hag a deufe ganin da besketa,
Da chaseal ha da neizheta ;
Neuze ’lakfen, evit diwall va zi,
Bepred, noz-deiz, ur parfifoeltrenn ki,
          Ma ven roue.

Ma ven roue, Marig, va dousig kaezh
A ve serten neuze va rouanez ;
Rak bez’ he deus ur galon ar gwellañ,
Ha ganti ’ven, asur, an eurusañ ;
Met ne c’hallan reiñ nemet ur galon,
Hag en ofrañs ’vel ma rofen un tron,
          Ma ven roue.

Ma ven roue… Perak ur soñj ken sot ?
Eürus bras ’on, c’hoantaat se zo diot.
Tostik da’m zud, ’on kontant, evel-henn.
Petra eta a c’hallfen da c’houlenn ?…
Me ’vev e peoc’h e-barzh va ziig plous :
Ha n’em be ket ’michañs muioc’h a drouz,
          Ma ven roue.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix