Mouezhioù an Abardaez-Noz (54) : Pa ne vefomp ken
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

kinniget d’ar varzhed, va c’henvreudeur

’Benn ur pennadig amzer e tiskennimp, barzhed,
’Lec’h ne vo ken na kanet, na gouelet[,] na c’hoarzhet :
Taolet hor bec’h a-gostez, levenez pe anken,
Ni ’vo aet da ziskuizhañ, na vimp ket amañ ken.

Laboused a richano bravoc’h evit biskoazh,
Kleier a vadeziantoù seder a sono c’hoazh ;
Glizh war vleuñv a ziverro takennig ha takenn,
Ni, barzhed, en hor gwele na glevimp netra ken.

’Us d’hor fenn ar vugale ’c’hoario dibreder,
Tud yaouank a dremeno karantek ha tener,
En hor bez tud glac’haret a c’hoantao diskenn ;
’N hor c’halon-ni, kenvreudeur, netra na fiñvo ken.

E pep gouel, e pep pardon ’vo kendalc’het atav
Sonadeg ha kaniri, koroll ha jabadao,
Marteze deus hor gwerzioù ’vo kanet c’hoazh zoken ;
Den n’en do soñj ouzhomp-ni, ne vimp ket eno ken.

Met, ma tegouezhfe, siwazh ! da Vreizh bezañ mouget,
Troet e Gall hor mibien hag hol lorc’h e moged,
Kouezhet hor yezh, hor broad en ankoua da viken,
Ni n’hor bo ken da ouelañ… ne vimp ket eno ken.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix