Mouezhioù an Abardaez-Noz (53) : Pal n’e dizher ket (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Levavi oculos meos in montes

                                        I

Ar baleer, o vont dindan heol ar mintin,
A wel ur vougenn c’hlas, koantoc’h ’vit ar bleuñv lin,
O tispak ’vel ur pal burzhudus er pellder,
Hag a vale skañvoc’h e droad, muioc’h seder.

Hepdale, ’kav dezhañ, ’vo tizhet ar pal koant :
Douget gant e gredenn, kennerzhet gant e c’hoant,
War gaerder ar menez staget e zaoulagad,
E talc’h da vont a-raok, atav ’n ur vuanaat.

Met, dre ma sav an heol ’n ur greskiñ nerzh e dan,
E tigor an dremmwel, ha ledanoc’h-ledan
Ar bleunienn a ziguzh du-hont, en e goantañ,
Ar pal ha n’en deus graet ’met tec’hel digantañ.

Kaer en deus bet bale, bale, bale bepred,
E wel keit ha biskoazh, er c’huzh-heol alaouret,
Kaeraet o tont warnañ an noz du da ziskenn,
Ar pal en doa c’hoantaet ha n’e dizho biken.

                                        II

Evel-se, dindan heol laouen ar yaouankiz,
Hent kalet ar vuhez gwechall a gemeris ;
Ha tremen tri-ugent bloavezh am eus kerzhet,
Gant pal koant an Eurvad sachet ha kennerzhet.

Ken splann hag un tantad Gouel-Yann war ar menez,
Dirak va daoulagad ar pal a lugerne,
Ma kave din n’am boa nemet  va dorn d’astenn
’Vit degouezhout ganin eurvat leizh an dachenn.

Met, kaer am eus bet mont gant an hent, mont atav,
Astennet va divrec’h etrezek ar pal brav,
Ar pal a seblante ken tost ha ken lirzhin
N’en deus bet graet biskoazh ’met pellaat diouzhin.

Ha bremañ, an Noz-Veur o tont war va gorre,
Ar pal bet dirazon atav ’vel un huñvre
A zo tec’het pelloc’h evit biskoazh, gwisket
Gant koantiri dispar an traoù n’o dizher ket.

                                    III

Hogen, pa deuio lenn an Noz-Veur da sevel,
Me ’gred e klevin mouezh an Arc’hael o c’hervel
Ar re ’devo kerzhet troet o daoulagad
Ouzh ar menezioù glan ’lec’h ma ren an Eurvad.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (53) : Pal n’e dizher ket (ar)

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix