Mouezhioù an Abardaez-Noz (52) : Hun ar barzh
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Tost d’ar mor don, e-kreiz peoc’h santel ar vered,
E goueled Breizh-Izel, e vro muiañ-karet,
            Ar barzh zo douaret ;

    Bizied e zaou zorn skoulmet war e varlenn,
O startañ nerzhus c’hoazh kerden aour e delenn
            Tavet da virviken.

    E zaoulagad gantañ digor frank divalvenn,
E skouarn o selaou petra ’gan ar wagenn
            D’an avel a dremen ;

    O selaou ma tegouezh d’an aezhennig klouar
Degas betek e ve trouzoù pell an douar,
            Levenez pe glac’har.

    Hag e trid e galon o klevet e sav c’hoazh
Dreist holl mouezhioù e vro, dreist holl groz ar mor bras,
            Brezhoneg sort biskoazh.

    Eus Kernev da Leon, eus Gwened da Dregor,
Sonioù telenn a nij war gein an avel vor
            Betek broioù Tramor.

    Hag, o welet erru pezh en doa diouganet :
Unvaniezh, emglev ’tre an holl Vrezhoned
            Bet keit all daou-rannet ;

    Ar barzh, skuizhet e benn gant huñvreoù ar bez,
E galon sederaet, e spered distlabez,
            A vorgousk adarre.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix