Mouezhioù an Abardaez-Noz (50) : C’havell (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

War an hevelep ton gant ar soudard divroet

Ur Breizhad bihan zo ganet
Hag ar c’hleier o deus kanet
Evit degemer er vuhez
Ar bugel deus a berzh Doue.

Distro d’ar gêr bras ha bihan,
E ve graet un tennig alan,
Un ehan ’kreiz al labourioù,
Un tammig gouel ’kreiz ar boanioù.

Degaset eo tomm war an daol
Ar soubenn fresk kig all ha kaol,
Ar gwellañ soubenn ’ve debret
Gant levenez pa ve pebret.

Ar chistr a red er gwerennoù,
Hag heol Breizh a daol e vannoù
War dremm ar bugel o c’hoarzhin
En e gavell gwenn ha lirzhin.

Hag an tad kerkent o sevel
E werenn ’trezek ar c’havell :
 » Joa ’ra ganin o saludiñ
An dekvet bugel deut em zi.

Setu deomp ur mevel nevez
Hag ouzh e heul kant skoed leve*,   (voir fin)
Gant ma savo gren ha difall
’Vel m’eo diwanet ar re all.

Forzh pegement a vugale
Pa vent divac’hagn da vale ;
Ni oa pemzek e ti va zad,
Holl hon eus graet fortunioù mat.

Ni koulskoude n’hon eus netra
’Met hor foan da c’hounit bara ;
Poan divrec’h a gavimp bepred,
Ha Doue d’an nec’h pa vo ret.

Ra kresko hor faotrig bihan
D’ober ivez fae war ar boan,
D’ober ur gwir Vreizhad, un den
Reut e zivrec’h, start e gredenn !

Ra vo, gant Doue d’e sikour,
Distagellet ha teodet flour
Da gomz ar yezh kozh brezhonek,
Yezh an dud eeun ha kalonek ! « 

Neuze, ’kreiz ar stokadeg gwer,
Pep hini ’zistag e damm ger :
 » Yec’hed d’ar vamm, yec’hed d’an tad,
D’ar vugale avantur vat ! « 

Met du-hont, er broioù uhel,
Pa zegouezh d’ur paoukaezh bugel
Dont war un tiad Brezhoned
Pell diouzh o bro gozh forbanet ;

Deiz ar vadeziant, alies,
’Ve devezh a dristidigezh
’Lec’h ne soñjet nemet un dra :
Ur genoù muioc’h da vagañ.

Er c’hêrioù ’ve ret sellet pizh
Ouzh ar gounidoù ’dap ar miz ;
Rak er c’hêrioù ar vugale
’Ankoua degas leve gante.

[un diction populaire considère le nouveau-né comme apportant 300 francs de rente] 

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (50) : C’havell (ar)

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix