Mouezhioù an Abardaez-Noz (49) : Disput
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

   AR C’HERIAD

Lavar din-me, kenvroad kaezh,
Eus an douar petra ’dennez
Nemet c’hwezenn ha dienez ?

    AR MAEZIAD

N’emañ ket va foan ’vit netra :
An douar a ro din bara
Hag ur vuhez deus ar c’haerañ.

    AR C’HERIAD

Da labourioù zo divalav,
E-kreiz ar pri, dindan ar glav,
E riskl da bakañ da varv.

    AR MAEZIAD

Divalavoc’h c’hoazh da re-te,
’Kreiz poultrenn ha moged bemdez,
Hep kan, nag aer na librentez.

    AR C’HERIAD

Hogen, eus va diaesamant
Me ’ve digollet gant arc’hant :
Deus unan dit me a douch kant.

    AR MAEZIAD

Goude ma touchez goproù kaer,
Te ’gav buan o flas e kêr
Hag a zistro paour-du d’ar gêr.

    AR C’HERIAD

Nag a blijadur hon eus-ni
Gant an “teatr” hag ar c’hoari !
Te ’ve poazh gant ar velkoni.

    AR MAEZIAD

Ya da ! ur wech bep pemzek-te
E ve klevet da c’hoarzhin-te ;
Me ’ve seder noz ha beure.

    AR C’HERIAD

Em labourioù me ’wel bepred
Ijin an den hag e spered
O tispak gant nerzh ha kened.

    AR MAEZIAD

Pa boanian war va labour kouer,
Me ’wel lugernus en oabl sklêr
Braster ha galloud va C’hrouer.

    AR C’HERIAD

Me ’gav da ziskuizhañ bemnoz
Un ti dalc’het kempenn ha kloz,
Kement ha maner “Koad-an-noz”.

    AR MAEZIAD

’Vit ma zi da vezañ dister,
Pa’n em gavan-me ’ve er gêr,
Frank warnomp, dizaon rak al laer.

    AR C’HERIAD

Pa zegouezh va deizioù dihan,
Gant va moneiz e kemeran
Pe hent-houarn pe kirri gran.

    AR MAEZIAD

Me ’ya bep sul d’an oferenn
Etre div regennad spern-gwenn ;
Ne baean seurt evit tremen.

    AR C’HERIAD

Me ’zebr kig mat hag a ev gwin,
Evit chom nerzhus ha lirzhin
Da labourat ha da c’hoarzhin.

    AR MAEZIAD

Daoust ne zebran ket a voued flour,
Daoust n’evan nemet chistr pe dour,
Me zo bec’h dit e pep labour.

    AR C’HERIAD

Me ’ruilh da heul va flanedenn,
Distag va muzell a bedenn,
Disamm va spered a gredenn.

    AR MAEZIAD

Me ’vale gant hent an dever,
Ha pa varvin, ’meus an esper
Da vezañ deut mat da’m Salver.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix