Mouezhioù an Abardaez-Noz (48) : Avelioù Breizh
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    war an hevelep ton gant « Son ar chistr »

        Pezh a lak va c’halon da rannañ
    Ab’oe ’meus dilezet va bro,
    Eo dre ne glevan mui o kanañ
    Avelioù Breizh er gwez derv ;
            Amañ ’son hepken
            Un avel anken,
’Vel o ouelañ traoù kollet da virviken,
        Un avel kriz ha garv
        Evel klemm ar Marv.

        Er gêrig koant e-lec’h ’maon ganet
    ’Vije klevet ur ganaouenn
    A-greiz ar bleuñv nevez diwanet
    O sevel seder ha laouen ;
            Dindan heol an hañv
            O sklêrijennañ,
Un avelig flour a zegase gantañ
    Mouezh galloudus ar maezioù
    Ha c’hwezh-vat ar bleunioù.

        Pa zic’houinet ar maen-higolenn
    War-dro Gouel-Yann er pradeier,
    Aezhennoù kannus ’vel un delenn
    A nije noz-deiz dre an aer ;
            Ha pa dremene
            C’hwezh ar foenn nevez,
Pep kalon er vro gant dudi a verve,
        Dre holl ne vije klevet
        ’Met sonioù eürusted.

        Pa groge ar mesaer da ganañ
    D’an abardaez war ar menez,
    Ha deut an devezh da distanañ
    An avel noz a zihune,
            Hag a yae en-dro
            Skañvik dre ar vro
’N ur gontañ kaozioù d’an deligoù derv
        ’N un digeriñ d’an ene
        Dorojoù an huñvre.

        Pa deue krozmol ar gorventenn
    E-kreiz an noz du da sevel,
    Mouezh va zud varv a ententen
    En avel yud o va gervel,
            Hag o lavaret :
            « Dalc’h feal bepred
D’ar yezh ha d’ar gizioù hon eus-ni karet,
        Chom atav e Breizh-Izel
        Da vevañ, da vervel ! »

        Ouzh va zud kozh n’am eus ket sentet,
    Graet am eus fae war o lavar,
    Ha setu me, dervenn displantet,
    Kollet ganin va gwir douar !
            Pegoulz e klevin
            O son en-dro din
Avelioù gwechall ken fresk ha ken lirzhin,
        Peur e savo adarre
        Heol Breizh war va gorre ?

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix