Mouezhioù an Abardaez-Noz (42) : Diskar-amzer (sonadenn)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Breizh a garan gwelet, mamm-gozh atav ’n he za,
Pa bar warni sklêrder an heolioù diwezhañ,
Pa deu mouezh vras an traoù da sioulaat dre ar bed,
Ha pa varv en oabl yen c’hwezh-vat ar bleunioù bet.

Neuze, koant ha seder eviti da gozhañ,
Hi ’lez he mantell vrizh d’an douar da ruzañ,
Ha bep kammed ma ra mil delienn alaouret
A beg ouzh ar vantell ’vel bagadoù stered.

Kement ha ken bihan ma teu, dre forzh bale,
He gwiskamant da dreiñ en ur sae aour melen,
Ken e chom sebezet ha mut he bugale :

Deus a welet o mamm ken kaer hag an aelez,
E stouont dirazi ’vel d’ober o fedenn
Hag a-greiz o c’halon e strink mouezh an delenn.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (42) : Diskar-amzer (sonadenn)

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix