Mouezhioù an Abardaez-Noz (41) : Distro (sonadenn)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Bet ’on o vale bro ’pad ur miz hep ehan.
Gwelet am eus ar mor divent en e gaerder,
Ha dreist an noz du-dall o sevel er pellder
Al lagad burzhudus stag ouzh an tourioù-tan.

Klevet am eus tud vras ha bugale vihan
O vont en ur ganañ dindan an heol seder,
O trouzal noz ha deiz fentus ha dibreder,
O kontañ speredek er giz « Parizian ».

Bremañ, tavet an drouz, hag ar c’hoarzh hag ar c’han,
Yenaet an heol, pellaet diouzhin ar mor ledan,
Ha me distroet sioul ha didrabas d’ar gêr,

E tañvean, eurus dirak va zaolig voan,
Krog da daol, ’vel ma teu, va mennozh war baper,
Ar blijadur c’hwerv da ’n em gaout va-unan.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (41) : Distro (sonadenn)

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix