Mouezhioù an Abardaez-Noz (39) : Kan ar c’hegi
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Karout a ran klevet en noz kan ar c’hegi,
Aketus, diankoua, hep aon na diegi*,
Sonn a greiz holl, diwar an eil klud d’egile,
Pep hini ’laosk e damm galvadenn da vale.
Darn a gan dic’halloud, darn all skiltr pe raouiet,
Lod a zistag sonioù burzhudus da glevet ;
Met holl, bras ha bihan, talvoudek ha dister,
War ged atav, daoust d’ar c’housked pe d’ar skuizhder,
Daoust d’an erc’h pe d’ar skorn, d’ar glav pe d’an avel,
Holl en koulz a lakaont o mouezhioù da sevel,
Hag holl en ur ganañ ’reont o c’hevridi :
Dougen uhel enor ha brud vat ar yerdi.
A bep oad, a bep gouenn, a bep liv, e veskont
O sonioù da hopal, da c’hervel, da respont ;
Hag an holl sonioù-se, dastumet ’us d’ar Vro
’N ur ganaouenn hepken galloudus ha farv,
Betek meur a skouarn, betek meur a galon
A gas e-kreiz an noz an eñvor hag ar son.

’Vel-se, pa ve goabrenn deñval war Vreizh-Izel,
Morgousket pep kalon, dilavar pep muzell,
Deus du-mañ, deus du-hont e sav mouezhioù sklentin,
Mouezhioù gwazed dihun pell a-raok ar mintin,
Ar re-se gant netra n’oufent bezañ harzet
Da sentiñ penn-da-benn ouzh o dever barzhed.
Daoust ma ren tro-war-dro da Vreizh noz an ankoua,
Daoust ma wask, evel ur vantell blom war o skoa[zh] 
Goapadeg, yenijenn, digalonder an dud,
Evel ma sav ur c’han kilhog diwar bep klud,
Kan ar varzhed a strink eus a bep korn ar vro.

Selaouit ! mesk-ha-mesk, kreñv, gwan, kuñv pe garv,
Dizingal, disheñvel e tispak o mouezhioù ;
Stok ha distok atav dre bark ar mennozhioù,
E-giz ar Gelted kozh war dachenn an argad.
Etreze kemm ar renk, ar gredenn hag ar gwad,
N’eus nemet war ur son gement en em glevont :
Hini karantez Breizh eno, ’vat, ne reont
Nemet ur vouezh, ur c’han hag ur galon hepken !
Eno, ’n ur ganaouenn ha na davo biken,
Unanet holl en-dro d’an Delenn divarvel,
N’int ken netra nemet mibien da Vreizh-Izel.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix