Mouezhioù an Abardaez-Noz (38) : En enor da Daoleziz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

   marvet evit ar vro

Savet he deus parrez Taole
Ur maen eñvor d’he bugale
Da zerc’hel koun da virviken
Ez int kouezhet ’vel merzherien,
’Vel gwir vibien da Vreizh-Izel
Chomet feal betek mervel.

Ar maen a strink, ’vel ur bennozh,
Diwar ludu sakr o zud kozh,
D’o meuliñ, d’o zrugarekaat ;
Hag a ginnig en oabl Breizhad
D’o eneoù glan divarvel
Gopr burzhudus ar groaz vrezel.

O ! gant pet ha pet poan kuzhet
Eo bet ar groaz-mañ gounezet !
Gouzañv ’deus graet hor faotred kaezh
Naon, rev, skuizhder ha dienez,
Ankeniet diwar-benn o zud,
Lojet e-giz al loened mut !

O gwad dre holl en deus redet ;
O c’horfoù paour zo beredet
Du-mañ, du-hont, pell diouzh o bro ;
Met, kreñvoc’h eget ar marv
Karantez ar re vev a chom
Evito birvidik ha tomm.

Biken n’hellimp ankounac’hat
O deus serret o daoulagad,
Roet digeuz o youankiz
Evit prenañ deomp-ni frankiz,
D’ar re war hol lerc’h eurusted,
D’ar bed holl peoc’h ha sioulded.

Ha pa vefomp-ni diskaret,
Ar maen ’zalc’ho da lavaret :
« Soñjit en dud vat zo marv
Evit silvidigezh o bro ;
Soñjit e stourmerien Taole
Bet penn-da-benn feal d’o le ! »

Un dra bennak ez eus er bed
Trec’h d’ar galloud ha d’ar spered,
Gwelloc’h eget aour nag arc’hant,
Brasoc’h eget renk na skiant :
Kalon an hin ’oar mervel
Evit difenn gwirioù santel.

Ar galon-se ho peus-c’hwi bet,
Taoleziz : tra m’ho peus bevet,
Soudarded dispont ha pennek,
C’hwi ’ziskennas e brezhoneg
Lorc’h ar Prusian milliget :
« Amañ, Boch, ne dremeni ket. »

Hag ar Boch n’eo ket tremenet,
O vezañ ma’z oa astennet
A-dreuz d’an hent Brezhoned vat,
Ruziet an douar gant o gwad ;
Ha birviken ne dremeno :
Brezhoned all hen difenno.

Kouskit, harozed Breizh-Izel,
Sioul en ho kweleoù brezel :
u puhez, ’vit m’eo bet re verr,
A zoug ur gentel hag ur skouer
A verko don a oad da oad
Skrivet e lizherennoù gwad

    28 a Vae 1920

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix