Mouezhioù an Abardaez-Noz (35) : Nemet unan
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

        Penn-da-benn gant harzoù Bro-C’hall
    Soudarded ar Gwir zo ’n o za,
Unanet en o nerzh galloudus hag ingal,
    Tri bloaz hanter zo, hep skuizhañ ;
Dastumet a bep gouenn, a bep stad, a bep bro,
    Daoust d’ar gloaz ha daoust d’ar marv,
    ’Vit kas d’e doull al loen garv.

        Penn-da-benn gant harzoù Bro-C’hall
    Merzherien ar Gwir zo kouezhet,
Unanet en o gwad skuilhet ’vit ar re all,
    En o yaouankiz loreet ;
Marvet, paour ha pinv’ig, gwenn ha ruz, nobl ha kouer,
    Mesk-ha-mesk, kalonek ha taer,
    ’Vit silvidigezh o bro gaer.

        Penn-da-benn gant harzoù Bro-C’hall
    Tud an a-dreñv, start en o flom,
Unanet en o c’hañv, en o lorc’h, en o mall
    Da welout gwintadeg Gwilhom,
A gas o mallozh ruz d’an torfedour gaouiad
    En deus lakaet gant e vennad
    An Europ en tan hag er gwad.

    Hag holl, ’n ur vouezh hepken, tud vev ha tud varv,
Koulz mammoù daoulinet ’vel stourmerien faro,
A lâront ’n ur stardañ o daouarn hag o dent ;
« Prestik, Boch milliget, ’ranki mont gant da hent ! »

                                                Genver 1918

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix