Mouezhioù an Abardaez-Noz (34) : Bet e oant bet
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    E koun eus va bugale
    War an hevelep ton gant Ar soudard divroet

An heol tomm pa deu da c’hoarzhin
Hag an hañv da vleuniañ lirzhin
E pep tachenn, e pep kalon,
Me ’glev ur c’hlaz o skeiñ ennon ;

O skeiñ pa degouezh din soñjal
En daou vugel am boa gwechall,
A vije bet eurus ivez
O kemer o lod en douar yen.

Met, e-pad ma kan laboused,
E-pad ma ren amourousted,
E-pad ma tro korollerien,
Int a gousk don en douar yen.

    ****

Bet e oa bet ur baotrez vrav,
Chentil ha fur, seder atav,
A gane ken flour hag un ael,
Ken pikus hag un durzhunell.

Ur fleurenn a Vreizh oa hounnezh
D’ar yezh ha d’ar vro mignonez ;
Hogen, ur paotr eus ar C’hreisteiz
A c’hoanteas he braventez.

Ouzh ar galon ’ranker selaou :
Setu ’oant euredet o daou,
Hag e Breizh e vleunias gante
Rozenn eurus ar garantez.

Met un devezh en em gavas,
Gant ur groaz du merket, siwazh !
Ret de’ mont, planedenn c’hwerv,
Da heul o bara da bell bro.

Ne chalas ket ar verc’hig vat,
Soñj ’espern d’he zud kalonad ;
Met he c’halon da virviken
Oe tizhet gant broud an anken.

Disec’hañ ’reas tamm-ha-tamm,
Pellaet diouti tad ha mamm,
Hag he bro goant, hag an avel
Bet c’hwezhet en-dro d’he c’havell ;

Pellaet keit an heol klouar,
Kuñvder an dud hag an douar,
Aer vat al lanneg hag ar mor
N’o c’hever nemet en Arvor !

Adwelout he Breizh ur pennad
He ’lakae c’hoazh da laouenaat ;
Met ar rann-galon ’yae goude
War gresk atav, war gresk bemdez.

Kaer o devoa c’hoarzhin outi
Pried tener, mab disoursi,
Ar c’hleñved a grigne bemdez.
He yaouankiz, he braventez.

Hag, ur mintin e vezheven,
E tremenas ’vel un aezhenn,
E varvas du-hont er vro bell,
He soñj atav gant Breizh-Izel.

Ur bloavezh hir he deus kousket
En un douar n’anveze ket,
Ha sed’ hi bremañ deut en-dro
Da hun e bered koant he bro.

Bet eo douget ’bioù ti he zud,
Hag he c’halon zo chomet mut,
He lagad disell ouzh an ti
’Zigore ken frank eviti.

O mamm-vro garet Breizh-Izel,
Ro degemer mat da’z pugel,
Hun didrouz d’al labousig kaezh,
Diskuizh d’an askelligoù faezh !

Ar vouezh flour na vo ken klevet
O richanañ ’leizh ar gaoued ;
Er Baradoz e kan bremañ
Son gaer he bloavezhioù kentañ.

    II

Bet e oa bet ur paotrig koant
Ken fiñvus hag ar bev-arc’hant,
Leun e lagad a sklêrijenn,
A-ruilh war e chouk blev melen.

Deus a vihan savet da vras,
Hent ar skol-veur a gemeras,
Hag a teskas en ur greskiñ
Kement ha ma c’heller deskiñ.

Pa voe lakaet en e spered 
An holl skiant anavezet, 
En e zorn an holl vokedoù 
A ziwan evit an dudoù ; 
 
Pa ’n em gavas da vezañ den, 
Gouestl da vale diboan ha plaen, 
’Vit ar vuhez pa voe darev, 
Oe kutuilhet gant ar marv. 
 
Ar « Guirasierien » n’o deus bet 
Teir nozvezh zo diskuizh ebet, 
O c’hortoz ar gerioù pounner 
A nij bremañ spontus en aer ; 
 
« War varc’h, paotred ! setu brezel ; 
Bec’h d’ar Boch ha dir en avel ! » 
Hag int kuit en ur c’hren-douar : 
Pet a zistroio ? – Den na oar. 
 
War harzoù Frañs int ’n em verniet, 
Gwazed terupl, kezeg sternet, 
Er parkoù hag ar c’hoadeier, 
Na ti na kraou d’o degemer. 
 
Kousket a reont tal-ha-tal, 
Tud ha loened, ’vel ur chatal ; 
Alies e rankont debriñ 
Dre naon a-walc’h lugumaj kri[z], 
 
Hag a-wechoù ne zebront ket ; 
Hag evit terriñ o sec’hed 
N’o deve nemet dour c’hwerv 
Tremenet war gorfoù marv. 
 
Klevout a reont en-dro de’ 
An Ankoù, war nij noz ha deiz 
’Kreiz an tan hag ar strakadeg, 
O tarbariñ d’al lazhadeg. 
 
Hogen, d’an noz pa vent paket 
En o mantelloù da gousket, 
E sav ’us d’o gweleoù pri 
Huñvreoù kaer d’o frealziñ. 
 
Kaout a ra da soudardig Breizh 
Eo disoc’h ar brezel direizh, 
Hag hen distro dic’hloaz d’ar gêr, 
E dud en e dro ken seder ! 
 
Hag a c’hoarzh a-greiz e galon 
Ouzh e gerent, ouzh pep mignon, 
Hag ouzh ar Frañs, e vro garet, 
Ar Boch dindani diskaret. 
 
Allaz ! an dihun a gas kuit 
An huñvre kaer hag ar gounit ; 
N’eus forzh, konfortusoc’h e vo 
Adkemeret an hent garv. 
 
Mervel ’ra tud evel kelien, 
Dreist holl ’touez an ofiserien ; 
Piv en devo c’hoazh ar galon 
Da ginnig e vrec’h d’ar « galon » ? 
 
Bez dinec’h Frañs, bro venniget : 
N’eus forzh pet a vo pistiget, 
Pet ofiser gant ar marv, 
Re all en o lerc’h a savo. 
 
Ar « marchi » yaouank a lâre 
D’e vignoned deus ar beure : 
« Kenavo, paotred, ha gras deoc’h 
Da chom penn-da-benn bev ha yac’h ! 
 
P’em’on galvet d’is-letanant, 
Me ’heulio hep aon na damant 
Hent an dever gant kadarnded : 
Kenavo ’ta, kamaladed ! » 
 
Ha kuit gant ur mousc’hoarzh laouen 
Da ziambroug e blanedenn, 
Hep soñjal, siwazh ! n’en devoa 
Nemet c’hwec’h sizhun da vevañ. 
 
E « Beauséjour » e zo gwall grog, 
Hor faotred o tont war ’n raok, 
O sevel a-dammoù war grec’h 
’Klask dont a-benn eus ar c’hreñvlec’h. 
 
Eus lein an oabl e kouezh warne 
Ar spontusañ barrad arme ; 
Tan ha strak, mindrailh hag houarn, 
Ha trouz da derriñ divskouarn. 
 
Galvet eo ar gompagnunezh 
Da sevel ivez d’ar banvez, 
Da gemer perzh en abadenn 
’Vit reiñ skoazhell d’an argadenn. 
 
Hag, o vezañ nebeud a vall 
Gant o soudarded da fiñval, 
An daou letanant ’maez ar foz 
A lamm ’kreiz an tan hag ar groz. 
 
« War sav, paotred, deut deomp an eur 
Da zougen sikour d’hor breudeur ; 
Savomp prim ha kerzhomp dizoan ! 
Ar glavig-mañ ’ra ket a boan. » 
 
N’eo ket ar gomz peurlavaret, 
Ur pezh obuz zo ’n em gavet, 
Ha skoet gantañ d’ar marv 
An daou ofiser war un dro. 
 
Unan an’e zo marv mik ; 
Egile, bev c’hoazh un tammig, 
Gloazet ’n e gein, mouget ’n e greiz, 
Hennezh eo is-letanant Breizh. 
 
Hennezh, hag a varv diwadet 
Etre daouarn e soudarded, 
Pell diouzh e dud, pell diouzh e vro, 
Lazhet gant ar Boch divalav ; 
 
Hennezh eo an hini ’voa bet 
Ur paotrig koant, laouen-meurbet, 
Blev melen, en e bevar bloaz, 
O rodellat war e zivskoazh ; 
 
E lagad tener ha lirzhin 
Diwar ar varlenn o c’hoarzhin 
Ouzh ur vamm yaouank a gane 
D’he mab kanaouennoù Kerne. 
 
Serret bremañ da virviken, 
E zaoulagad na welfont ken 
Na mamm na tad, na c’harezed, 
Nag e Vreizh gant mor gourizet. 
 
Met e donder kuñv he douar 
Eo deut da gousket ’tal e c’hoar : 
Hag o daou er memes gwele 
E tiskuizhont eus o bale. 
 
A-wechoù ’seblant an avel, 
Pa deu war o bez da sevel, 
Damanti da vleunioù ken kar 
Bet kutuilhet ’raok an amzer.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix