Mouezhioù an Abardaez-Noz (32) : Gwerz war stad ar brezhoneg
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ur vro dispar a lugern e-touez an holl vroioù,
Luskellet en he huñvre gant mouezh don ar morioù,
Paket he fenn intañvez en ur gouel mougenn c’hlas,
Hag o son war un delenn hirvoudus ’vel ur c’hlaz.

Koulskoude he deus mibien gant Doue dibabet,
Dre ma oant tud galloudus, da ziwall harz ar bed ;
Netra barrek d’o spontañ na barrek d’o diskar,
Nag e teufe da gouezhañ an neñv war an douar.

Koulskoude en pep amzer ’talc’h enni da sevel
Bleunioù aour leun a dudi, bleunioù gwenn leun a vel,
Ha da bignat er c’hlazenn, lemm evel noadeier,
Tourioù kaer dantelezhet ’lec’h ma kan ar c’hleier.

Koulskoude ’n he fardonioù ’ve gwelet a-vagad
Ar choantañ gwikamantoù zo bet dirak lagad
Ar merc’hedigoù flourañ ’deus c’hoarzhet d’ar vuhez,
An teruplañ tud yaouank krouet dre zorn Doue.

Koulskoude gant he bombard pa son he binioù,
E nij ar c’horollerien war askell o sonioù ;
Ha war veg he menezioù pa gan ar mesaerien,
E toull dor ar Baradoz ’tispak selaouerien.

Perak eta chom kañvus ’tal hor mamm Breizh-Izel,
Perak war an Tremenet e taol bepred he zell,
Perak e talc’h da chaliñ « Gwechall, gwechall, gwechall. » ?
Netra ’met emañ gwasket he yezh gant yezh Bro-C’hall.

    ****

Un devezh e tremenis e-kichen ur c’houldri
Bet enni ’pad tri c’hant vloaz douster ha koantiri,
Bet enni dre vilieroù koulmed gwenn o kludañ,
Ha mouezhioù kuñv damantus noz ha deiz o vrudañ.

Pebezh souezh pa glevis ’diabarzh ar c’houldri
O sevel en ur goagañ mouezhioù raouiet ha kri[z],
Ha pa welis o vale pe o nijal tro-zro,
Brini du, brini loued, laboused a varv !

Trec’het a oa bet gante ar c’hudennigoù gwenn,
Mouget o c’han, o gizioù, pep eñvor deus o gouenn ;
A gantvedoù eurusted ne chome ken, allaz !
Nemet, ’touez al loustoni, pluñvigoù gwenn ha glas.

Ha me kerkent da soñjal e Breizh, va bro garet,
’Zo ivez gant ar galleg he yezh kozh mastaret,
Hag e ve klasket bemdez, dre bep seurt troioù kamm,
Lakaat he gizioù kaerañ da gouezhañ tamm-ha-tamm.

« Ma vije bet – em’on-me – ’lec’h tammoù kudennet,
Tud a boell hag a galon ’vel m’eo ar Vrezhoned,
’Dije biskoazh aotreet divroiz d’o debriñ
Na laboused divalav da ren en o c’houldri. »

Met den ebet na gredfe, penn-ouzh-penn ganeomp-ni,
Ouzh ar brezhoneg santel ’n em lakaat d’enebiñ ;
Rak biskoazh n’eo bet Breizhiz trec’het ’met a guzh-kaer ;
Hogen, an tu d’her flastrañ dre zindan a glasker.

Er skolioù eo bet kavet an noazusañ doare
Da skeiñ gantañ hep ehan taolioù didrugarez :
Skolerien*, skolerezed a zo mistri brezel
Roet de’ ’vit kevridi lazhañ yezh Breizh-Izel.

Hini Bro-C’hall ’deu warnomp dre lannoù dirollet
En ur c’holo bep kammed douar ganeomp kollet :
Mor bras ar skridoù galleg a zered eus Pariz
Pounneroc’h ’vit an hini ’zistrujas ar Gêr-Is.

Breizhiz zoken a glever war Vreizh oc’h ober fae,
Gwerzhet gante o fluenn, hag o zeod hag o feiz ;
Kreñvaat ’n hon touez ’ra bemdez koagerezh ar brini :
War sav, dubeed* Arvor, divranaomp hor c’houldri !

Dilamm hor yezh ganeomp-ni ’ve dilamm hon ene :
Petra ’lârfe d’ar Breizhad ar mor nag ar menez,
Nag an avelioù garv nag an noz spouronek,
Ma vije ket d’o fintañ ar gêrioù brezhonek ?

Kollet e yezh venniget, ’varvfe e holl dudi :
Na oufe ken na c’hoarzhin, na karout na pediñ,
E sent kozh en ilizioù a drofe kein dezhañ,
Hag e anaon a ouelfe ’n o gwele diwezhañ.

Petra ’lârfe d’e galon bombard ha binioù,
Koroll na c’hoariadeg, kleier na pardonioù ?
Betek e wiskamantoù n’o defe penn na troad :
Breizhad e Breizh a chomfe evel un divroad.

Mar hon eus ’ta, kenvroiz, c’hoant mirout war hor zro
Kement zo bet a-viskoazh nerzh ha kaerder hor bro,
Diwallomp hor brezhoneg, stourmomp ’vit hen difenn,
’Vel ma stourme hor zadoù ’n ur hopal « Torr e benn ! »

Meur a wech zo goulennet digant mistri Bro-C’hall
Reiñ deomp kement a wirioù ’vel ma roer ’lec’h all :
Van ebet n’o deus graet c’hoazh dimeus hor fedennoù ;
Met, mar geo yen o c’halon, ni zo tomm hor fennoù.

Pennoù tomm, divrec’h kalet, dre hor c’hannaderien
Ni ’rank trouzal ha c’hoari, derc’hel horz gant ar yenn*   [pe genn] 
Ken e treuzo divskouarn ar C’hallaoued bouzar,
Ha gwazh d’ar c’hannaderien a gomzo re glouar !

Pep hini ’ne zo galvet da zifenn gwir e vro :
Neb na garo ket ober va degaset en-dro ;
Rak gwirioù santel hon eus, divizet mat gwechall
Pa brizas hon Dukezig sevel war dron Bro-C’hall.

Neuze ’nevoa ’ar brezhoneg hepken urzh da ziston
Dindan ar goabrenn deñval krouet ’vit ar Brezhon :
Ar Gall a ranke goulenn aotre ’benn kaozeal,
Hag e fell dezhañ hiriv minellañ ar re all ?

Netra ken na c’houlennomp ’et bezañ selaouet,
Rak biskoazh fae n’hon eus graet war yezh ar C’hallaoued ;
Evit he c’homz e trec’homp zoken war o gorre,
Hor skridoù ’ve e galleg peurvuiañ bec’h d’o re.

Netra ken na c’houlennomp ’met e vo ’n hor skolioù
Deus brezhoneg e galleg troet ar c’hentelioù ;
Gant ma vont lakaet o daou war un hevelep troad?
Biken ar yezh brezhonek na varvo ’n hor broad.

Nann ! biken ne zisec’ho mammenn vev ar sonioù,
Biken ganeomp ne davo bombard ha binioù ;
Ha dindan hon heol klouar ’vo dalc’het da youc’hal
’N ur ganañ kanaouennoù ’vel en amzer gwechall.

Neuze ’viro Breizh-Izel he stumm hag he gizioù ;
Sent ar Vro ’chomo laouen e-deun an ilizoù ;
Breizhad a vano Breizhad, ma c’hallo e dud kozh
Hen anzav, hen an’veout pa deuy ’n o Faradoz.

    ***

Renerien Bro-C’hall, ouzhomp ne vec’h ket re direizh,
Rak hoc’h harpoù nerzhusañ zo bet atav e Breizh ;
Oc’h espern ar seurt mibien gounit na refet ken :
Hor gwad zo deoc’h pa gerfet, hor yezh deomp da viken !

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (32) : Gwerz war stad ar brezhoneg

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix