Mouezhioù an Abardaez-Noz (31) : Gwerz « kalon Breizhadez »
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

war an hevelep ton gant ar « soudard divroet »

Ur plac’hig oa en Arzano,
Marc’haridig he lesanv,
Daoulagad glas, divjodig koant,
Kened, ha furnezh ha skiant.

Marc’haridig n’he devoa ket
Talvoudegezh hanter-kant skoed ;
Met he zal glan a lugerne
Koulz ha loar aour e Landerne.

Dantelezh kaer na zouge ket,
Kennebeut voulouz arc’hantet ;
Hogen, da heul he blev melen
’Touge dudi ha sklêrijenn.

Ne vije gant Marc’haridig
Brozh na tavañjer pinvidik ;
Ha ’n he darempred koulskoude
Meur a zen yaouank ’hirvoude.

Met abred e-touez ar bagad
’N evoa dibabet he lagad,
’N evoa dibabet da vignon
Ur paotr a nerzh hag a galon :

Per e anv, poanius e stad,
Na c’hoar na breur, na mamm na tad ;
E-unan o c’hounit bara
’B’oe ma rene e zaouzek vloaz.

Kentañ tro ma savas gante
Kaoz birvidik ar garantez,
’Oant o tistreiñ gant un hent don,
War-dro kuzh-heol, diouzh ur pardon.

An deiz-se gant ur grenadenn
Per a zisplegas e bedenn :
« En anv Doue, Marc’harid,
Lârit-hu din mar am c’harit ? »

Ha Marc’harid, tost da semplañ,
’Gemeras he mouezh izelañ
Evit respont : « Ya, me ho kar
Muioc’h ’vit den war an douar. »

« - Mat ! eme Per, – m’ho kar ivez
Dreist kement tra ’groueas Doue ! »
Hag o c’halonoù ’grene c’hoazh
Pa zegouezjont e-tal ur groaz.

Eno, daoulinet, war o le,
Dorn an eil e dorn egile,
E toujont n’o dije biken
Nemet ur garantez hepken.

    ****

Prest goude, Per a gemeras
Hent houarn Pariz, ar gêr vras,
Er sell da zistreiñ pinvidik
’Raok eurediñ d’e garedig.

Da gentañ ’skrivas de’i bep lun ;
Goude, bep teir pe beder sun ;
Tamm-ha-tamm, ur wechig ar bloaz,
Ken ma teuas krenn an ankoua.

Hogen, divarvel hec’h esper,
Hi ’zalc’he c’hoazh da c’hortoz Per,
Atav koant, atav fur ha glan,
A-drek prenestr he zi balan.

Hag un deiz, Per a dremenas
’N ur reiñ kazel d’un itron vras,
War e viz ur pezh gwalenn aour,
Hep sellet tamm ouzh an ti paour.

Hag ar c’heloù kerkent dre gêr :
« Dim’et hag euredet eo Per ! »
Ar plac’hig, a-dal m’ouieas,
Semplet d’an douar a gouezhas.

Douget a voe war he gwele,
Ha na savas ken ac’hane ;
Na klemm nakomz na voe klevet,
Daou zevezh goude voa marvet.

Nijet oa kuit an ene glan,
Aet war e giz d’ar vroioù splann
’Lec’h ma ren er beurbadelezh
Karantez hep trubarderezh.

    ****

Du-mañ, e Breizh, ’z eus ur rozenn
Na zigor ’met ur wech hepken
He c’halonig ruz kinniget
Da bokoù an heol benniget.

He deligoù a sav en aer
O fenn livet koant ha seder,
Keit ha ma par war o gorre
Heol burzhudus ar garantez.

Met, kuzhet an heol, kenavo !
Ar rozennig paour a varvo ;
Hag ar vleunienn gizidik-se
Kalon ar Vreizhadez eo ’z eo.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix