Mouezhioù an Abardaez-Noz (29) : Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pell du-hont en dremmwel, ’drek menezioù va bro,
An heol a za da guzh, echu gantañ e dro :
Prestik ivez, siwazh ! me ’vo graet va hini ;
Va spered, pa soñjan, zo leun a velkoni !

Pa soñjan em buhez gwentet dre bep avel,
En dispriz am eus graet war skouerioù va c’havell,
Pa soñjan em amzer na deuy ken war he c’hiz,
Ha pegen koant e oa deizioù va yaouankiz !

Pell du-hont en dremmwel e c’hoarzh an ti balan
’Lec’h am eus ugent vloaz bevet seder ha glan,
’Tal an dour peoc’hus, dindan ar gwez derv,
E-kreiz bleunigoù aour hag eurusted va bro.

Va zad paour a welan chouket ’n e gador goad,
Brevet gant ar glac’har ha torret gant an oad,
Hag a ouel noz ha deiz, diremed e[n] anken,
A ouel d’e verc’h yaouank na zistroio biken.

Va breur, va c’hoarezed a welan o c’hoarzhin,
Dastumet en-dro d’e bugaligoù lirzhin ;
Met an dour alies a deu ’n o daoulagad :
Pa soñjont en o c’hoar o devez kalonad.

Ar vered a welan ’lec’h m’emañ douaret,
O[c’h] hun ’n he gwele don, ar vamm ’doa va c’haret,
Hag a lavare din ’raok kuitaat ar bed-mañ :
“Chom er gêr, va merc’hig, chom atav dre amañ.”

Gwel’t a ran an iliz ’lec’h ma voen bade[z]et,
’Lec’h am eus gant Doue ken lies baleet,
’Lec’h am eus, gwenn va sae, gwennoc’h c’hoazh va c’halon,
Douget skeud ar Werc’hez da zevezh ar pardon.

O dremmoù benniget, o ene glan va bro,
Petra ’glaskit ouzhin war va gwele marv ?
Me n’on ken eus o tud : va sae wenn plac’h yaouank
Zo bet stlejet ganin dre ar vez hag ar fank !

Allaz ! o vevañ fall ne c’hounezer netra :
Setu-me dre Bariz hep labour na bara ;
N’on ken evit gouzañv loustoni va buhez,
Hag e za un tan glaou da’m c’has dirak Doue.

Fallaat ’ra va c’halon, semplañ ’ran, mouget ’on…
Doue va fask kentañ, roit din ho pardon…
Kenavo ’ta, va zud, kenavo, Breizh-Izel !
Pegen kablus ’on bet o tont d’ho tilezel !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix