e kañv eus va mab
E-kreiz da yaouankiz falc’het gant ar Marv,
Roet ganit da vuhez ’vt ar Vro,
Kousk, kousk, paotr Breizh, soudard dispar,
Gra da ziskuizh en ez kwele douar ;
Kousk, soudardig Breizh-Izel,
Luskellet gant mouezh spontus ar brezel !
Gwelet a vo dourek du-se pa ’n em gavo
Gant ar re gozh keloù kriz da varv.
Kousk, kousk, paotr Breizh…
Goude seizh miz hanter a drubuilh hag a boan,
Te zo kouezhet kalonek ha dizoan…
Kouezhet fas d’ar Voched, ’vit diskouez d’ar re all
Penaos e varv ur Breizhad ’vi Bro-C’hall…
Douar santel ar Frañs a ziwall da viken
Bugelig Breizh lazhet ’vit e zifenn…
Kroaz enor ar brezel a luc’h war e c’horre
Gant bleunioù fresk hag ur bodig lore…
Hag an emgann euzhus a lazh bemdez tud all,
Avel ar stourm a dremen ’n ur yudal…
Kousk, kousk, paotr Breizh, soudard dispar,
Gra da ziskuizh en ez kwele douar ;
Kousk, soudardig Breizh-Izel,
Luskellet gant mouezh spontus ar brezel !
Met un devezh da zont ’vo klevet war da vez
Laboused Frañs gant sonigoù nevez :
Kousk, kousk, paotr Breizh, soudard dispar,
Gra da ziskuizh en ez kwele douar ;
Kousk, soudardig Breizh-Izel,
Luskellet gant mouezh ar Frañs divarvel ;
Mouezh an trec’h ’vo klevet o sevel ’us d’ar Vro,
Brall ar c’hleier o kanañ tro-war-dro…
Forzh soudarded d’ar gêr a zistroio laouen,
Te ’gousko don ’n ur gwele pri-melen…
Biken gouzout na ri, hader dizan’vezet,
Blaz ar frouezh aour gant da wad gounezet…
Met ur frealz ’vo dit, e-kreiz noz an ankoua,
Klevout ar Frañs o tridal gant ar joa…
Kousk, kousk… mouezh ar Frañs divarvel !
Ha, ma teu pell du-hont daou zen kozh reuzeudik
Da zisec’hañ gant ar c’heuz d’o mabig.
Kousk, kousk, paotr Breizh, soudard dispar,
Gra da ziskuizh en ez kwele douar ;
Kousk, soudardig Breizh-Izel,
Er Baradoz e kavfont o bugel.