Mouezhioù an Abardaez-Noz (27) : Son kleier Sant Marzhin (Montroulez)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Sonit, sonit klemmus, kleier bras ar Marv :
Unan a zo aet kuit, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar bugelig ken koant ha ken faro
Aet davet an aelez, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar plac’h yaouank, galvet gant an Aotro(ù)
E-kreiz hañv ar vuhez, na deuio ken en-dro.

Sonit d’ar soudardig marvet evit e Vro,
Kousket en douar yen, na deuio ken en-dro.

Sonit d’an tad, d’ar vamm, aet e-kreiz an daero[ù].
Digant o bugale, na deufont ken en-dro.

Sonit, kleier kañvus, an disparti garv
Etre an dud a chom hag ar re zo marv.

Spered, ijin, galloud, yaouankiz ha kened,
Kouskit bremañ didrouz, bleunioù koant dibennet.

Kouskit, huñvreoù kaer, soñjezonoù kollet,
Kouskit, karantezioù da virviken torret.

Kouskit, poan ha trubuilh, anken ha goueladeg :
Bremañ zo fin, ’vel kent, d’an daeroù da redek.

Kouskit, paour ha pinv’ig, braster hag izelded :
Gant muzul an Ankoù setu c’hwi kompezet.

Kouskit er gwele don, mesk-ha-mesk astennet ;
Kleier bras ar Marv warnoc’h o deus sonet.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (27) : Son kleier Sant Marzhin (Montroulez)

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix