Mouezhioù an Abardaez-Noz (24) : Son va mestrezig
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

   Me zo ganin o vevañ, o vevañ, o vevañ, 
Me zo ganin o vevañ ur vestrezig flamm ; 
Troet eo war an evañ, an evañ, an evañ, 
Troet eo war an evañ, ne zebr ket un tamm. 
      N’eo ket deus ar re devañ, 
      Na gwisket deus ar bravañ, 
N’eo ket deus ar re devañ, treut eo ’vel ur vazh, 
      N’eo ket deus ar re devañ, 
      Na gwisket deus ar bravañ, 
Na gwisket deus ar bravañ, bale ’ra en noazh. 
 
   Tri-ugent vloaz tremenet, tremenet, tremenet, 
Tri-ugant vloaz tremenet em’omp asamblez ; 
Ha n’am eus biskoazh mennet, na mennet, na mennet, 
Ha n’am eus biskoazh mennet kuitaat va mestrez ; 
      Na tad, na mamm, na pried, 
      N’o deus bet va aliet, 
Na tad, na mamm, na pried, na breur, na bugel, 
      Na tad, na mamm, na pried, 
      N’o deus bet va aliet, 
N’o deus bet va aliet da zont d’he lezel. 
 
   Va mestrezig a labour, a labour, a labour, 
Va mestrezig a labour hep un tamm alan ; 
Eus tomm pe yen, pe glebour, pe glebour, pe glebour, 
Eus tomm pe yen, pe glebour morse ne ra van. 
      N’an’vez na kañv na kleñved, 
      Ne ve na droug na jened, 
N’an’vez na kañv, na kleñved, na poan, na skuizhder, 
      N’an’vez na kañv, na kleñved, 
      Ne ve na droug, na jened, 
Ne ve na droug na jened, atav ’ve seder. 
 
   Redek a ra ken buan, ken buan, ken buan, 
Redek a ra ken buan evel soñj an den, 
Dre garr-hentoù ken bihan, ken bihan, ken bihan,
Dre garr-hentoù ken bihan ha beg ar spilhenn ; 
      Goût a oar troidellat, 
      Goût a oar kammigellat, 
Goût a oar troidellat a-dreuz hag a-hed, 
      Goût a oar troidellat, 
      Goût a oar kammigellat, 
Goût a oar kammigellat da heul ar spered. 
 
   Va dousig a oar tevel, ha tevel, ha tevel, 
Va dousig a oar tevel pa ve mat ober ; 
Ne lak he mouezh da sevel, da sevel, da sevel, 
Na lak he mouezh da sevel ’met reudadoù berr ; 
      Neuze ’vat e oar kanañ, 
      Diskanañ ha mouskanañ, 
Neuze ’vat e oar kanañ pa gomz an Awen, 
      Neuze ’vat e oar kanañ, 
      Diskanañ ha mouskanañ, 
Diskanañ ha mouskanañ pa son an Delenn. 
 
   Meur a bennad plijadur, plijadur, plijadur, 
Meur a bennad plijadur am eus bet ganti, 
Hag e kavfen dinatur, dinatur, dinatur, 
Hag e kavfen dinatur ober disparti ; 
      Lakit ’ta, va mignoned, 
      Pa vin er bez diskennet, 
Lakit ’ta, va mignoned, da hun em c’hichen 
      Lakit ’ta, va mignoned, 
      Pa vin er bez diskennet, 
Lakit ganin da gousket va sammig pluenn.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (24) : Son va mestrezig

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix