Mouezhioù an Abardaez-Noz (22) : Son ar chistr
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

            Degasit din, m’ho ped, mignoned, 
        Va zelenn gozh evit mervel ; 
        Marteze, ’raok ma ’mo peursonet, 
        E teuy an Ankoù da’m gervel ; 
                    Degasit atav 
                    Va zelennig vrav 
’Meus ganti keit all c’hoariet jabadao, 
                Ma veulin c’hoazh, mignoned, 
                Chistr ar gwir Vrezhoned. 
 
            An devezh ma’z oan bet dizonet, 
        E oa blaz fall war va genoù ; 
        Met ur banne chistr a oa tennet 
        Ha lakaet din em c’hrabanoù ; 
                    Ar werenn kerkent 
                    ’Vountis ’tre va dent, 
Ar chistr a redas e-unan gant e hent ; 
                Biskoazh ab’oe, mignoned, 
                N’am eus fallgalonet. 
 
            E-pad va holl buhez dremenet 
        Netra ’neus kanet va zelenn 
        Nemet Doue, Breizh hag ar Gened, 
        Ar bleuñv aour hag ar chistr melen ; 
                    Ha biskoazh n’am eus 
                    Labezet va c’hleuz 
Gant traoù da gas tud korf hag ene d’an treuz 
                ’Vel hini kreñv alaouret 
                Pe gozh gwin Gallaoued. 
 
            Dre ’r seurt evajoù ne brienter 
        Nemet glac’har ha fallentez, 
        ’Lec’h ar chistr a brezeg ar c’huñvder, 
        Al levenez, ar garantez ; 
                    Rak gantañ ’ve graet 
                    Ur sav d’ar spered 
Betek an oabl glas ’lec’h ma lugern stered ; 
                Diwar chistr e ve kanet 
                E yezh ar Vrezhoned. 
 
            Ar chistr en deus ur galon dener 
        Da gemer perzh e stad an den ; 
        C’hoarzhin a ray pa vefed seder, 
        Ho frealziñ mar ’pe anken ; 
                    Nag a soñj c’hwerv 
                    ’Neus kaset en-dro, 
Nag a lamm roet d’ar blanedenn garv, 
                Nag a daeroù ’neus sec’het 
                En un terriñ sec’hed ! 
 
            Ar chistr, evel an heol benniget, 
        A lak pep tra al liv gantañ ; 
        Dre e c’halloud e ve kinniget 
        D’ar paour an huñvreoù koantañ : 
                    Reiñ ’ra da Yann gaezh 
                    Eurusted hag aezh, 
Levenez, dudi, nerzh ha pinvidigezh, 
                Pa verv end-eeun e volenn 
                Splannoc’h ’vit aour melen. 
 
            O ! ma n’evfe ken ar Vrezhoned 
        Netra nemet dour avaloù 
        ’Vefent barrek un deiz da zonet 
        Da drec’hiñ war a holl bobloù ; 
                    Dalc’hit ’ta, paotred, 
                    Da sachañ bepred, 
Forzh pe badeziant, pe dime’iñ pe eured, 
                ’N un drinkañ ’tre mignoned, 
                War chistr ar Vrezhoned. 
 
            Va mouezh a glevan o c’hwitellat, 
        Tostaat a ra din an termen ; 
        Kerc’hit-hu din c’hoazh ur skudellad 
        Chistr alaouret a-raok tremen ; 
                    Dispont d’ar marv, 
                    Trinkomp tro-war-dro 
Ken’vo d’ac’h, va zud, va zelenn ha va bro, 
                Ha kement tra ’meus kanet 
                    Ab’oe m’em’on ganet ! 
 
            Setu va fenn karget a dommder 
        Ha va c’halon leun a esper ; 
        Bremañ me z-ay dinec’h ha seder 
        Da glask digor digant Sant Per ; 
                    Hag hen ’lavaro 
                    Kerkent ma welo 
Liv ar chistr melen e korn va muzello[ù] : 
                « Digoromp frank adarre 
                D’ur Breizhad a zoare ! »

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix