Mouezhioù an Abardaez-Noz (19) : Son ar spern-gwenn
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ken brav tra ’vel am eus kavet
Ab’oe an deiz m’on bet ganet,
Ken brav tra ’vel am eus karet,

Eo, da viz mae, deus ar beure,
Gwelout, ken koant hag un huñvre,
Glizhennig mae war he gorre,

Ur vleuñiennig ken glan, ken gwenn,
Ken dudius ha ken laouen,
Ur vleuniennig war ar spern-gwenn.

Gwisket ganti ur gorfennig
Seurt ’n deve ket plac’h pinvidik,
Digor ganti he c’halonig.

’N un daol en avel ur c’hwezh-vat
A bik kalon an tremeniad,
’N un daol en aer he « devezh mat »  ;

’Un ul lavaret d’ar reuzeudig,
D’ar c’hlasker-boued, d’ar c’hlañvidig,
’N ul lavaret : « C’hoarzh ’ta, kaezhig !

C’hoarzh ouzh kuñvelezh ar vuhez ;
Aet eo kuit ar goañv didruez ;
C’hoarzh ouzh madoberoù Doue !

Va c’hwezh-vat a zoug madelezh,
Ha va yaouankiz levenez,
Ha va sae wenn pinvidigezh. » 

O ! ma chomfe bepred en aer
C’hwezh-vat he bleunigoù tener,
Ma peurbadfe nevez-amzer !

Met ar bleuñv ’nij gant an avel,
Ar c’hwezh-vat ’ehan da sevel ;
Bleuñv ar spern-gwenn a rank mervel.

O wel’t bleuñv ken buan hejet,
O wel’t c’hwezh-vat ken pell nijet,
Am eus bet alies soñjet

Er merc’hedigoù yaouank flamm
’Ve dilamet digant o mamm,
Merc’hedigoù koant ha divlam.

Ne chom war o lerc’h netra ’bet
Nemet an eñvor, kuñv-meurbet,
Deus ur c’hwezhig-vat a oa bet !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix