Mouezhioù an Abardaez-Noz (17) : Bleuñv ed-du
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même écouter en ligne. N'hésitez pas à nous contacter pour en savoir plus.

    E Kerne ’weler parkadoù
Ed-du sammet a-vokedoù,
    Bokedigoù koant ha gwerc’h,
Gwenn evel al laezh, glan evel an erc’h ;
E Kerne ’weler parkadoù
Ed-du sammet a-vokedoù.

    Pa son ar c’hreisteiz tro-war-dro,
Pa gan an Añjeluz er vro,
    E sav ’kreiz an heol skedus
Ur vouezh don ha kaer, ur vouezh vurzhudus,
Pa son ar c’hreisteiz tro-war-dro,
Pa gan an Añjeluz er vro.

    Ur vouezh graet gant holl vouezhigoù
Kant mil a ganaouennigoù ;
    Ha na reont ’met unan
Trement enni kalon ar gwenan ;
Ur vouezh graet gant holl vouezhigoù
Kant mil a ganaouennigoù.

    Ken c’hwek e sav ar ganaouenn
Ma taol c’hwezh-vat en aer laouen,
    C’hwezh mel ha c’hwezh plijadur,
C’hwezh kement tra vat a zo en natur ;
Ken c’hwek e sav ar ganaouenn
Ma taol c’hwezh-vat en aer laouen.

    Ar ganaouenn a zo ken kaer
Ken oc’h he selaou e ranker
    Chom sebezet d’huñvreal
’Vel pa ve Doue ’font da gaozeal ;
A ganaouenn a zo ken kaer
Ken chom sebezet e ranker.

    Ken luskellus e talc’h ar c’han
Ma teu ar wazhig dour d’ehan,
    Hag al labous da devel,
Hag an aezhennig da hun, da vervel ;
Ken luskellus e talc’h ar c ’han
Ma teu ar wazhig dour d’ehan.

    Rev an noz, rev ar pradeier,
Kouskit ivez ’n ho toureier ;
    Ne daolit ket hoc’h alan
War ar bleunioù gwenn, war ar bleunioù glan ;
Rev an noz, rev ar pradeier,
Kouskit ivez ’n ho toureier.

    ’Vit ma pado pell va huñvre
Ha levenez va Bro-Gerne,
Hag ar c’hwezh-vat dre an aer,
Hag ar bleunigoù koantik ha tener ;
’Vit ma pado pell va huñvre
Ha levenez va Bro Gerne.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal