Mouezhioù an Abardaez-Noz (15) : War vez un aelig
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

kinniget da’m mignon ar c’homandant OLLIVIER-HENRY, marvet ’vit ar Frañs

Tinterezh ar c’hleier a glevan tro-war-dro,
Hag e sav em spered eñvor va zud varv,
Aet holl, kozh ha yaouank, bugaligoù zoken,
D’ar broioù dizan’vez diouzh lec’h ne zistro den.

Hag e soñjan : « Eurus ar re zo diskennet
E donder yen ar bez ’kreiz o flourañ gened,
Gant o huñvreoù koant, o soñjezonoù flamm,
Chomet difank o zreid en o bale divlam !

Eurus dreist holl ar re zo plijet d’an Aotroù
o adkemer a-raok an devezhioù c’hwerv,
Ha n’o deus ket tañvaet krizderioù ar vuhez !
Eurus ar re zo aet d’aeligoù gant Doue ! »

Da baotrig, va mignon, a oa unan an’e :
E goanteri oa graet, siwazh ! evit an Neñv,
Hag e lagadigoù ken don, ken huñvreus,
A wel bremañ du-hont taolennoù dudius.

War e vamm e paro douster glan e lagad,
Pa deuy ar rann-galon da skornañ de’i he gwad,
Pe gant he divjod gwenn an daeroù da redek
O soñjal ’n he mabig ken koant, ken karadek !

Ha te, mignon, pa vi e riskl eus da vuhez
A berzh enebourien, kleñvedoù, loened gouez,
Pa vo da benn pleget war gaerder da skridoù,
Un askelligoù kuñv en-dro dit a drido.

Forzh pegeit er bed-mañ e tougfed ho tinell
Dre holl ’vo deus hoc’h heul mouezh frealzus an ael :
« Un tamm pennadig c’hoazh, va zud kaezh, da c’hedal,
Hag en em gavimp holl unanet er bed all ! »

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix