Mouezhioù an Abardaez-Noz (14) : Pardon (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même écouter en ligne. N'hésitez pas à nous contacter pour en savoir plus.

An heol zo tomm, an dud zo kaer,
Al levenez a verv en aer ;
Stalioù dre holl ha marvailhoù,
C’hoari-gaer ha son trompilhoù ;
Ar c’hleier ’lâr gant o mouezh don :
« Hiriv ’mañ devezh ar pardon.»

Kreñv ar gaoz, ruz ar c’hlipennoù,
’Ve roet bec’h d’ar chopinoù ;
Forzh banneoù chistr ’ve lonket,
Da forzh yec’hedoù ’ve trinket ;
Meur a gonsort, meur a vignon
A ve kavet gant ar pardon.

Dre holl e klever o kanañ
Gwerzioù d’hor mamm Santez Anna
Ha da sent karet ar barroz ;
Dre holl e komzer ar yezh kozh :
Ar brezhoneg c’hwek ha gwirion
’Ve mestr e Breizh deiz ar pardon.

En iliz ne ve graet ivez
Man ebet deus ar c’hiz nevez :
’Vel gwechall, gant nerzh e kaner
Ha gant fiziañs e taouliner
Dirak skeudenn ar sant paeron
’Ve hir e vrec’h deiz ar pardon.

An dud yaouank, en, ur vale,
A luch an eil ouzh egile :
Meur a baotr a glask ar baotrez
A blijfe dezhañ da vestrez ;
Meur a hini ’ro e galon
’N un taol lagad deiz ar pardon.

Ha daou-ha-daou pa zistroer,
Krog ar galant en disglavier,
Ur gaoz hepken a ve gante :
Kaoz divarvel ar garantez,
Penn-da-benn gant an hentoù don,
O tont d’ar gêr diouzh ar pardon.

’Lec’h, siwazh ! er c’hêrioù teñval
Ne ve ’met deizioù livet fall
Gant ar skuizhder ha gant ar boan :
Na sul na gouel, na c’hoarzh na kan !
Eno ’mañ ifern ar galon
’Lec’h ne ve kammed a bardon.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix