Mouezhioù an Abardaez-Noz (12) : Sant Erwan er Baradoz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    N’eus den ’tro Breizh gement na oar
An holl burzhudoù kaer hadet war an douar
Gant Erwan Gêrvarzhin, paeron Bro Landreger.
    Meur ’hini, ’vat, ’neus klevet ger
Deus an dro ’c’hoarvezas gantañ ’barzh ar bed all,
Ranket ur pennadig e toull an nor gedal.
    Pa varvas war dro kreiz an noz,
E ene ’nijas prim ’trezek ar Baradoz ;
Ha bec’h d’an nor arc’hant « Piv zo aze ? » ’me Per,
Poan gantañ o tihun a-greiz un huñvre kaer.
« Va anv ’touez an dud oa Erwan Heloury. »
Neuze dre doull ar c’haz e tispakas ur fri :
« Pe stad ? » « Petra, Sant Per, n’anve’et ket a’non,
Ha me oa avokad e lez-varn Lannuon ? »
« Avokad ! d’an dud-se ’zigorer ket amañ ;
Kae gante, pa giri, d’an Ifern da dommañ. »
Kerkent, ur strak a-daol, fri ’bet ken en toull kaz.
    Ar sant paour, ankeniet o tiskenn, a stokas
’N un ene leanez, marvet e Landreger :
« Sell ’ta, aotroù Erwan, c’hwi zo ’tistreiñ d’ar gêr ? »
’C’houlennas digantañ : « Feiz ’vat, ’lec’h digeriñ,
Sant Per ’neus prennet krenn an nor din war va fri,
War digarez, ’mezañ, ’oan avokad du-hont. »
« Ha c’hwi, ken flour teodet, zo chomet direspont ? »
« Feiz, pa serras an nor ! » « Deomp da welet hon daou
Mar ’mañ betek an Neñv an tu kreñv gant ar gaou,
Pe mar trec’h tro-pe-dro ar gwir war e c’horre. »
    Dav, dav ! an nor arc’hant a ziston adarre :
« Piv zo aze ? » ’me Per « Me », ’me ur vouezhig voan,
Leanez e Treger, hag an aotroù Erwan,
Beleg er memes bro. » « Hennezh oa avokad,
Hervez ’mañ e-unan o paouez ’n em lakaat. »
« Ya, ’vit gwir, avokad da zifenn ar re baour
Enep an droug, enep ar wask, enep an aour.
Hogen, beleg a oa ivez ha den santel ;
E vuhez penn-da-benn n’eo bet ’met ur gentel,
Ha ’touez e vurzhudoù kaerañ hini ’veuler,
E oa den a lezenn, ha ’velkent ’oa ket laer. »
« Ma karje bezañ din lavaret se diouzhtu ! »
Eme Per. « ’To, sant kaezh, gwelloc’h ouzhon an tu
Da reiñ harp d’ar re all eget din va-unan ;
Kentañ gwech me ouezo komz buan-ha-buan. »

    ***

    Digoret a voe de’ palez kaer an Drinded,
        Hag Erwan, stad ennañ, redet
Da glask un azezenn war bankoù ’r veleien.
Allaz ! ’lec’h ebet ken : personed, kureien,
’Lart, ruz, tev, zo startoc’h evit pesked e boest ;
Da ’n em vountañ ’treze foeltr biken ne vo gouestl.
Ur bank all ’wel goullo, hini ’n avokaded,
Ha di war-eeun : « Amañ, ’mezañ, ’vin ket pladet. »
    Ar sant, azezet ouesk ’n ur gador arc’hant plaen,
’Daol ur sell war bep tra, pep gwaz, pep plac’h zoken,
Hag an’vez ’n ur c’horn pell du-hont al leanez
Oa bet sturiet ganti, d’he zro en dienez,
Leuniet war-bouez strakal bankoù ’l leanezed.
Hen d’ober ur sin biz, ha kerkent, dilezet
Tu ar merc’hed ganti, setu hon daou Breizhad
Azezet pep hini ’n ur gador avokad.
Ha da zrailhañ kaozoù, war boanioù ar bed-mañ.
Tamm-ha-tamm e teuas penn Erwan da dommañ ;
E vouezh, o sevel kreñv betek ar volz santel,
Kresket gant an heklev ha douget pelloc’h-pell,
A strafuilhas ar sent e-kreiz o fedennoù :
Ken e krizas* Doue an Tad e valvennoù :
« Kae » ’mezañ d’an Arc’hael zo archer-bras eno,
« Da gas e-maez an neb zo ken frank e c’heno[ù]. »
Hag an Arc’hael diouzhtu war nij betek Erwan :
« C’hwi ’ranko mont e-maez. » « Me e-maez ! re a boan
’Meus bet o tont e-barzh ’vit kuitaat evel-se ;
Ken ’vin barnet da goll n’in biken alese,
Na padfe ar prosez ur c’hantved pe ouzhpenn ;
Rak, an dro-mañ, me ’vo begek da’n em difenn. »
« Prosez a vo ; met c’hwi ’skampo kuit da gentañ. »
« Petra, va mestr, n’hoc’h eus biskoazh lennet eta
E levr al lezennoù taol ar Bosesion ?
’Barzh dilezel me ’rank kaout ur somasion ;
Anez, me ’chom amañ : da bep hini e dra. »
« Terriñ ’rit din va fenn gant ho komzoù netra ;
N’am eus entenet seurt enne, ha da c’hortoz
An drouz hag an drubuilh a gresk er Baradoz.
Pe dre gaer pe dre heg, kuit ez afet diouzhtu. »
« Foeltr kammed na fiñvan, entent mat a rit-hu ?
Na war gomz un Arc’hael na war urzh un archer,
nemet sinifiet a ven gant un urcher. »
« Bezañ ’vefet, me ’za war-eeun da glask unan. »
    Hag an Arc’hael, dispak e askelloù gwenn-kann,
A nij hag a darnij dre an Neñv tro-war-dro.
An urcherien, heñvel, n’eo ket hounnezh o bro :
Kaer ’neus taol e pep korn e zaoulagad furcher,
An Archael paour na gav neblec’h roud eus urcher.
    Echu gant an dro wenn, oe lavaret d’Erwan
Chom en Neñv ken ma teuy santelezh da ziwan
E-touez an urcherien ; dale ’ray ur gwall damm,
Met an Arc’hael ’deuas gant ur bank nevez-flamm
Ha voe lakaet warnañ leanez Breizh-Izel.
    Bremañ, sant Landreger na gomz ken ’met dre sell
Pa n’eus den da selaou e c’herioù lezennek ;
Kemeret eo du-hont evit ur sant pennek,
Hag e c’hoarzher atav gant an eurvad ’n oa bet
Da chom er Baradoz dre na oa urcher ’bet.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix