Mouezhioù an Abardaez-Noz (11) : Bugaleaj Breizh
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret !
An dudi zo ennoc’h n’oufe den lavaret :
C’hwi eo ar begad mel a ro Doue d’an den
A-raok ma ve kaset dindan ar blanedenn,
Ar c’hoarzhadennig heol a deu ’raok an arne[v],
Ar bara gwenn debret a-raok ar baourentez.
    ’Forzh pegen fall an den ha ’forzh pegen berrwel,
En tu bennak, e-deun ar soñjezonoù pell,
Ma n’eus bevet e Breizh e vloavezhioù kentañ,
E tarzh ur sklêrijenn sav-heol deus ar c’hoantañ,
Hag e wel o tispak ’diabarzh e spered
Taolennoù dudius an amzer dremenet.
    An ti oa bihanik ha teñval marteze ;
Met un dremm venniget a yae dre an ti-se
’N un deurel war bep tra sklêrder he lagad glas,
Dremm ur vamm garantek aet ac’hane, siwazh !
    Hag e-maez, pegen frank, pegen don an dremmwel !
Penn-da-benn, a bep tu, keit ha ma tec’h ar sell,
Parkeier gwer ha ruz, edoù gwenn ha melen ;
Koadoù pin, ’lec’h ma kan noz-deiz, ’vel un delenn,
Mouezh klemmus an avel, ma lârfec’h un ene
Oc’h ober pinijenn war gribenn ar menez ;
Reier mil bloazioù zo ’n o sav e lein ar roz,
’Vel soudarded dispont o tiwall o bro gozh ;
Gwaremm ha balaneg sammet a vleunioù aour,
Lanneier noazh o reiñ peuriñ da vuoc’h ar paour ;
Saonioù o tregerniñ gant blejadeg raouiet
Ar c’holeoù loerc’husn stok ar geot ’n o bruched ;
Ha du-hont, ’lec’h ma kuzh an oabl en ur vougenn,
Burzhud ar mor divent o ruilhal e wagenn.
    Ur plijadur hep par ’vije, dre bep amzer,
Klevout an eostig-bailh, an tad moualc’h, ar mesaer,
Pep hini gant e son pa deue e vare,
Hag an holl laboused, kerkent hag ar beure,
O kinnig mesk-ha-mesk o bennozh dar C’hrouer ;
Ha dreist ar mouezhioù al mouezh galloudus ar c’houer,
Gwech-ha-gwech o c’hourdrouz anevaled gorrek,
Alies o kanañ ’n e yezh kaer brezhoneg.
   Pebezh aon a waske ar paotr ’n e wele-kloz
O soñjal e kleve skrij ar c’hwiteller-noz,
Pe kloc’hig an Ankoù o tiston er sioulder,
Pa ma teue a-daol da grenañ dre an aer
Garm ha youc’hadennoù mantrus ar gaouenned,
Ur marv tost bennak gante digemennet !
Ha pebezh stad ennañ, distroet ar beure,
Oc’h en em gaout yac’h-pesk ha bev mat ’n e wele !
    Nag a redadegoù dindan an heol laouen,
’Kreiz ma taole ’r gwenan c’hwezh-vat o c’hanaouenn
Hag ar bleunioù spern-gwenn o dudi dre ar vro,
Hag e froñve dre holl son ar c’hwiled-derv !
    Hag a skolioù laeret o chom da glask neizhioù,
Ma vije krenn ankouaet ar gêr hag ar predoù !
Nag a lammoù paket o klask pignat ar gwe[z],
Pe o klask galoupat ar c’hezeg ’n hir o moue[ñ] !
Ha d’an noz, pebezh lorc’h o tont war-zu ar gêr
En un heul an deñved, ar saout hag ar mesaer,
Hag en un dougen sonn, evel bannieloù ruz,
Briadoù lugernus o vokedoù burlu !

O bugaleaj Breizh, bloavezhioù alaouret,
Pellder ken c’hwek evel ur baradoz kollet !

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (11) : Bugaleaj Breizh

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix