Mouezhioù an Abardaez-Noz (06) : Kaerder va bro
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même écouter en ligne. N'hésitez pas à nous contacter pour en savoir plus.

Pegen kaer ’out, va Breizh, gourizet gant ar mor,
War da sae bleuñv melen dre bep amzer digor,
Ha war da gerc’henn noazh dantelezh menezioù,
Hag en-dro d’ez spered ur vougenn huñvreioù !

Pegen kaer ’out, va Breizh, dindan da goadoù don
Leun a richan eostig hag hirvoudus kudoù,
’Lec’h ma klev da skouarn, e-kreiz klemm an avel,
Mouezh an amzerioù bet damantus o sevel !

Pegen kaer ’out, va Breizh, war da lanneg garv,
’Lec’h ma wask ar vein bras brezelourien varv,
’Lec’h ma c’hall da spered, diroll ha dibreder,
Nijal betek an neñv da heul an alc’hweder !

Pegen kaer ’out, va Breizh, e-deun da draoniennoù,
’Lec’h ma kren en dour sklêr pradoù koant, flourennoù,
Oc’hen bras o peuriñ, gwez uhel o tridal,
Ha stennet dindane bolzoù glas ar bed all !

Pegen kaer ’out, va Breizh, war gribenn da vene[z],
’Lec’h ma chom kreñv ar c’horv ha seder an ene,
’Lec’h ma tispak tro-dro, skedusañ kurunenn,
Kêrioù gwenn, tourioù moan stlabezet er blaenenn !

Pegen kaer ’out, va Breizh, en ez yezh birvidik,
Gouestl da dreiñ pep mennozh er gerioù pinvidik,
Trec’h war gounnar an dud, trec’h war an holl bechoù,
Divarvel o tiston a-dreuz d’ar c’hantvedoù !

Pegen kaer e tiwan, va Breizh, war da zouar
Ilizoù, kloc’hdier ha kalvarioù dispar,
Chapeligoù manek, kestell ha feunteunioù,
Graet gant ijin da dud ha roc’h da vengleuzioù !

Pegen kaer ’out, va Breizh, gant da vibien kalet,
Da varvailhoù gwechall kontet ’korn an oaled,
Ha da gredennoù kozh kizellet en ez kreiz
Ken don ma tihanfes hepe da vezañ Breizh !

Pegen kaer ’out, va Breizh, er beredoù kousket,
Krog en diskuizhadenn ’pad keit amzer klasket,
Ha dizoan o c’hedal, en disheol eus ar Groaz,
Ur vuhez peurbadus ’n ur Vreizh all kaeroc’h c’hoazh !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal