Mouezhioù an Abardaez-Noz (04) : Delenn hag ar barzh (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    AN DELENN

Sav alese, barzhig ; tenn din eus va c’halon
Ar veuleudi gaerañ hag al lirzhinañ son.

    AR BARZH

Na perak kanañ ken ? – ’Rafemp ket well ehan
Peogwir den, pa ganomp, na selaou ouzh hor c’han ?
Koulz eo terriñ diouzhtu va fluenn disec’het
Ha mougañ ’vit ur wech da vouezh ankounac’het.
Trubard eo ar bed holl e-keñver ar varzhed:
Eus a dost o meuler, ’drek o c’hein ’ve c’hoarzhet,
Ha, mar be sellet pizh, war o fenn ne gaver
’Met ur gurunenn spern ’vel hini hor Salver.
Kanet a-walc’h hon eus hon-daou war an douar
Evit ur bed goapaer ha kalonioù klouar ;
Er bed all, unanet gant laz-kan an Aelez,
Ni ’savo gwerzioù kaer ’hed ar beurbadelezh.

    AN DELENN

Daoust hag ar barzh a gan ’vit ma ’vo selaouet ? –
Gra ’vel an eostig-noz : e vouezhig alaouret
Ne oar ken c’hwitellat sonioù e garantez
Nemet pell diouzh an dud, diouzh an drouz hag an deiz.
Gra ’vel an alc’hweder, a gan ’toull dor an Neñv
Pa ne glev tro-war-dro ’met sioulder ar menez.
’Vit ar bed da c’hoapaat, ’vit an dud da c’hoarzhin,
Bale war ar roudoù digoret gant Merzhin ;
Kan atav kement tra zo da vezañ karet,
Ha sav da benn n’eus forzh petra ’vo lavaret.

    AR BARZH

Ha petra ’ganin dit, va zelennig feal ? –
Kement son kaer a oa zo aet gant ar re all.
Dre liorzh ar varzhed ar c’haerañ speredoù,
O kutuilh an holl frouezh hag an holl bokedoù,
N’o deus lezet netra gant ar re diwezhañ
’Met traoù kozh hag a lak al lenner da faezhañ ;
Kaer ’meus sevel va fenn etrezek ar stered,
Digomz eo va genoù, goullo chom va spered.

    AN DELENN

N’eo ket er penn, n’eo ket er genoù e klasker
Pa ver e gwirionez c’hoantek da sonioù kaer ;
Tostoc’h d’ene an den, donoc’h an diabarzh
’N hini ’klever ar vouezh a dle dihun ar barzh.
Er galon ’n hini ’strink mammenn ar gwir vuhez,
Mouezhioù ar Vad, an Eeun, ar Chaerder, an Druez ;
Selaou pegen skiltrus e komzont en ez kreiz
Ha kan, nag e ve ken, ’vit meuliñ da vamm Breizh.

    AR BARZH

Sentiñ ’rankan ouzhit ha, daoust d’ar bed goapaer,
Eus a deun va c’halon e kanin va bro gaer.
War sav, va zelennig, ro din nerzh ha skoazhell,
Ha kanomp unanet meuleudi Breizh-Izel !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix