Mouezhioù an Abardaez-Noz (03) : Pedenn da Santez Anna Wened
Remarque(s): 
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

L'auteur a agrémenté cette poésie bretonne d'une partition que vous pouvez télécharger ici et que vous pouvez même écouter en ligne. N'hésitez pas à nous contacter pour en savoir plus.

Mamm da Vari, mamm-gozh da Vab Doue,
Prizit war Vreizh taol ur sell a druez ;
Ho pet eñvor, Santez Anna Wened,
Emaoc’h ivez mamm an holl Vretoned.

Hor stad zo kriz, hol labourioù kalet,
Ha paourentez noz-deiz ’kogn an oaled ;
C’hwi eo hor mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit nerzhus kalon ho Pretoned.

Goapaet a vez ar spi ’ra deomp gedal
Deus hor foanioù digoll en ur bed all ;
C’hwi eo hor mamm, Santez Anna Wened,
Dalc’hit ’n he za feiz gozh ar Vretoned.

Yezhoù nevez, yezhoù deus a bep bro
D’hor brezhoneg a glask reiñ ar marv ;
C’hwi eo hor mamm, Santez Anna Wened,
Diwallit mat yezh kaer ar Vretoned.

Diwar-benn liv ha diwar-benn gerioù
E sav brezel war maez hag ar c’hêrioù ;
C’hwi eo hor mamm, Santez Anna Wened,
Grit ma chomo breudeur ar Vretoned.

Ma ’n em gavimp, un devezh da zonet,
Da virviken eurus hag unanet
En-dro d’hor mamm, Santez Anna Wened,
Er baradoz, gwir vro ar Vretoned !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal