Mouezhioù an Abardaez-Noz (01) : Kentskrid
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Sell en-dro dit, Breizhad, nag a draoù kaer a zo
Nag a gledour yac’hus, nag a vadelezhioù
A ro da Vreizh-Izel stumm ur gwir varadoz !
    War da vro ’neus taolet ar C’hrouer e vennozh :
Ne ve na rust ar goañv na direizh an dommder ;
Bez’ ’ve da bep koulz ar bloaz bleunioù seder,
C’hwezh mor en diavaez, c’hwezh mel en diabarzh.
Te ’glev kanañ gant ar mesaer ha gant ar barzh
Kanaouennoù gwechall, divinim ha dinoazh ;
Te ’wel an den gwirion ha dremm ar Bed en noazh.
Kredennoù don a zalc’h en-dro dit eurusted ;
Pep koun ha pep doujañs e Breizh a vev bepred,
Ha da dud kozh a drid ’n o gwele douar yen
Pa welont o gizioù miret gant o mibien.
    Met, e-pad ma kanez dinec’h dre da vaezioù,
Ha te ’glev o tremen du-hont dreist ar c’hêrioù
Un avel a drubuilh, a glemm hag a gounnar,
’Vel ur yudadenn forzh laosket gant an douar ?
Ha te ’glev pep bihan o chaliñ war bep bras,
Mouezh ar youloù fallakr o sevel gwashoc’h-gwazh,
Hag ar bed o tistreiñ d’an dizurzhioù mezhus
Dre ma varv ar gouloù degaset gant Jezuz ? –
    Prestik, evel chas klañv, ’teufont da ’n em zebriñ :
Gwazh da neb ’vo trec’het ! E blanedenn ’vo kriz,
Dindan treid ar c’hreñvañ ’vo friket didruez.
Pep den ’intento kaout e damm eus ar vuhez
Pa n’evo ken a gred d’e zigoll er bed all,
Nag, ur wech douaret, seurt ebet da c’hedal
Nemet distreiñ, korf paour kouezhet er breinadur,
D’un netraig euzhus lonket gant an Natur.
 
    E-giz ur bugelig gwaskedet ’n e gavell,
O Breizhad, a bep droug hag a bep gwall avel
Te ’zo difennet mat en ez proig distro.
Dizaon rak ar walarn hag an amzer c’harv,
Te ’zo ’vel ur vleunienn maget ’n ul liorzh klet,
Ha dispar he doare gant chom eno bepred.
    Hogen, ma trec’h warnout ar sorc’henn fazius
Da welout traoù nevez pe kêrioù dudius,
Ma vez disgwriziennet ’vel un tammig plantenn,
Te ’ruilho dic’halloud dindan ar gorventenn.
    Chom, bleunienn, el liorzh a bep droug diwallet,
Chom, Breizhad kaezh, dindan mantell vaen an Oaled !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix