Dre an delenn hag ar c’horn-boud (38) : Evit skeudenn Nominoe
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Morvan Lez-Breizh, ha te marv !
Marv ’vefe ganit ar vro ?…
War da lerc’h te, roue merzher,
Kavout ’rafe c’hoazh ur salver ?
Piv he degasfe d’ar vuhez ?…
          – Nominoe.

Morvan ’baeas an drouk-kinnig
D’ar Gall gant houarn en e gig.
Morvan lazhet, setu hor Breizh
D’ar C’hallaoued, adarre, preizh.
War o roue piv a drec’hfe ?…
          – Nominoe.

Drouk-kinnig Breizh, paeet en deus
Gant sac’hadoù mein ur vaengleuz.
« Aour dit-te, merer roue Frañs ?…
Da benn e skudell ar valañs ! »
Piv an hini ’reas kement-se ?
          – Nominoe.

Pa gerzh Nominoe, raktal
Ez eo trec’het Charlez ar Moal ;
Trec’het ez eo an Normaned
Ha Breizh-Vihan zo adsavet.
Na sent ken ’met ouzh ur Roue :
          Nominoe.

O Roue Meur ! Roue dispar !
Dleet eo dit bevañ er c’hloar
Deus hor broadelezh, o tad !
Dit-te hon anaoudegezh vat !
Sell unanet da vugale,
          Nominoe.

Sonet eo eur hon addihun,
Met pa n’out mestr, na vo nikun !
Hogen, ’vit ma vi ganeomp c’hoazh,
Ni ’savo dit ur skeudenn vras,
Ha pignet ’vo war ur menez,
          Nominoe.

Livre

Dre an delenn hag ar c’horn-boud (38) : Evit skeudenn Nominoe

Dre an delenn hag ar c’horn-boud

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix