Dre an delenn hag ar c’horn-boud (34) : Chomomp e Breizh
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    ERWAN, den kozh ha fur, a gomz

Ha na vefemp-ni ken Breizhiz pennoù kalet ?
Ha na verv ken ennomp gwad ar wir Vretoned ?
E-pad meur a gantved Breizh a zo Breizh chomet,
Ha setu hi raktal, d’he zro disheñvelet !

Saoz na Gall na zeujont a-benn d’hec’h hualiñ
Na da reiñ giz nevez na lezennoù dezhi,
Keit all ’vit he difenn hor gwad en deus ruilhet,
Hag, hep emgann ebet, ni ’vo hirie trec’het !

’Lec’h deskiñ anezhañ ez argaser hor yezh,
Touet eo e varv gant Gallaoued divezh.
Deut eo eta, ’meus aon, hor c’halon da wakaat,
Peogwir kalz ac’hanomp a nac’h hirie o gwad.
Nac’h a reont o yezh, nac’h a reont o Bro :
Kas ’refent, diseblant, o mamm Breizh d’ar marv !

Gizioù ha yezh Bro-C’hall zo dre-holl en enor,
Hag hor re, harluet, a souz war ribl ar mor ;
Ar gwiskamantoù kaer, pere ’disheñvele
Tud reizh e-mesk laeron, zo dilezet hirie.
Emaint-i o vreinañ er c’hrignol, en ur bern
’Mesk an harach, ar stoup, ar pilhoù, an eskern…

    YVES, kenderv ERWAN, Breizhad bet e broioù pell o krediñ en dije kavet eno arc’hant da rozellat

War digarez gounit arc’hant hag aour a-leizh,
E werzhis ma douar hag e kuitais Breizh ;
Met ar werenn zo pell, siwazh ! deus ar vuzell !
Rak na gavis nemet enkrez ha poan marvel.
Al labourioù sammus ’ve hol lod alies
Dindan ar C’hallaoued, leun a fallagriezh.

E-mesk ar fank, e-kreiz ar skorn e-pad ar goañv ;
E-touez ar poultr, dindan an heol e kerzh an hañv ;
An hanter an amzer douaret e toulloù,
Evel ar re daonet e puñs an ifernioù,
O turiañ, ’vel gozed, o stlejañ, ’vel preñved,
Setu aze buhez ar Vreizhiz divroet.

Ha goude an holl boan hag ar yec’hed kollet,
N’hon eus ket ur gwenneg, nag un diner ebet
Da zistreiñ d’hor Bro ger, ’lec’h e karfemp mervel :
Ret mat eo deomp eta tremen, er broioù pell.

N’hon eus ket ur beleg, pa deu an eur euzhus,
Da lakaat hon ene etre daouarn Jezuz ;
Ret eo mervel hep aer, hep heol, e-kreiz an drouz,
War vein pe war blankenn, hep ur c’holc’hedad plouz.

Gwech ebet evidomp na ve sul na gouel-berzh ;
Pleget gant ar glac’har, ar reuzeudig a gerzh
Da heul reuzeudikoc’h e-pad hirder ar bloaz,
Evel loened kezeg staget da charreat.
Gwelet a ra e wreg gant an anken debret
Hag e vugale baour o krenañ, morlivet,
Hep boued hag hep dilhad, er goañv, en e yender,
Pa ve ouzh an doenn e pign an dent-genver.

Hor boued a ve bemdez kozh restadoù ken brein
Ken n’c’houl’fe ket an’e ar moc’h, zoken, d’o lein ;
Hag an dour a evomp, karget a loustoni,
A zegas ’hed ar bloaz terzhiennoù fall d’an ti.
Gwashat keuz hon eus-ni d’hor mamm-vro Breizh Izel !
Pegement e karfemp distreiñ d’i da vervel !
Met dalc’het ’omp e kêr, dalc’het gant ar vezh fall,
Evel an holl dud paour a zo aet da Vro C’hall.

E Breizh ’vijemp, gwechall, e peoc’h, e levenez :
Ed ’vije ’n hor parkoù, hor buoc’h a roe laezh.
Da bep gouel, dastumet en-dro d’an taolioù bras,
Goude ’vije goul’et digant Doue e c’hras,
Dirak meuzioù yac’hus, dirak chistr alaouret,
Deus kalonoù an dud ’sailhe ar joaiüsted ;

Er goañv, d’abardaez-noz, ’n un dideilhañ kanab,
Pep hini ’sorc’henne gwellañ ma vije kap ;
Ha pep sul eus an hañv, d’ar pardonioù pedet,
En tier hor c’herent e vijemp-ni gwelet.

Lârit deomp, tud hor Bro ; daoust hag eñ e ve c’hoazh
Pardonioù kaer e Breizh ; festoù d’an deiz-ha-bloaz ;
Festoù d’an dimeziñ, festoù d’ar veurlarjez,
Festoù d’ar vadeziant, ’vel gwechall a vije ?
Ha nozvezhioù seder, ’pad ar mizioù kalet,
Dirak ar podad chistr tro-ha-tro d’an oaled ?
Gouelioù kaer d’ar Sent vat, ’kichen o chapel gozh,
Gouelioù kaer da Zoue, en iliz ar barroz ?

    ERWANIG, paotr yaouank gouiziek diwar ar maez

Daoust d’an droug graet dezhi, Breizh-Izel ’zalc’h d’he brud :
Biken na vo troket ’vel ’troker loened mut.
’Pad ma vezo douar an douar, er bed-mañ,
Breizh a vo Breizh hag hi a garfomp ar muiañ.

Mestroù Bro Frañs a c’hall c’hoantaat hon dispenn,
Reiñ deomp gizioù disneuz, gwiskamant digempenn,
Ni a chomo Breizhiz, da lâret tud gwirion,
Karantez o Mamm-Vro o virvi ’n o c’halon.

Peogwir e argasont hor yezh ’maez o skolioù,
Skolioù all a savfomp, dalc’het gant tud hor bro.
Hor yezh a vo komzet evel e oa gwechall,
A-raok ma oa krouet broad ha yezh Bro C’hall.

Bepred hon eus gouelioù ’n enor d’ar re varv,
Ha, da veuliñ ar Sent, burzhudus pardonioù ;
Bepred ’heuilhomp, ar sul, an holl lidoù santel,
Ha bepred ’omp kerent a-dost evel a-bell.

Er mizioù du ar goañv, e-pad an nozvezhioù,
E vemp bepred laouen o klevet marvailhoù,
Rak evel e tiwan geot nevez war gozhenn,
Bep bloaz ’sav adarre, e Breizh kozh, konterien.

Na varvo kennebeut ar Varzhed helavar
Pere a oar ober levenez gant glac’har.

Tud fur ha gouiziek hon eus ivez e Breizh,
Karantez o Mamm-Vro o virvi en o c’hreiz ;
Na lezfont-i ket mui, er vro-mañ, dismantrañ
Gouelioù, gizioù, ar feiz, ar yezh ha kement tra
’Zo deut betek deomp-ni a-dreuz d’ar c’hantvedoù,
Kement tra, en ur ger, hor stag ouzh hon tadoù.

D’hor yezh ’talc’hfomp dreist-holl, hag a-raok vo mouget,
Hon teod, en hor genoù, a vezo bet troc’het.

Ra savo Breizh-Izel he fenn diwar-vremañ !
Rak, kaer em eus sellout, bro ebet na welan
Da behini Doue, ’nefe, ’n e vadelezh,
Evel d’ar vroig-mañ, roet pinvidigezh.
« Ar mor zo en he zro, koadoù don en he c’hreiz » ;
En he stêrioù ken stank, dour splann a ruilh a-leizh ;

Bez he deus pradoù, lanneier, menezioù,
Parkoù gwasket gant lann ha targosoù derv ;
Koadoù leun a evned ha liorzhoù leun a frouezh :
– ’Vit Ho meuliñ, Doue ! re zister eo ma mouezh !

O Breizh Izel ! douar ken brav, douar ken mat !
Evidout e skuilhfen, gant levenez, ma gwad,
Rak ennout ma mammig ’luskellas ma c’havell…
Kentoc’h ’vit nac’h a’nout m’hel lâr : Kentoc’h mervel !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix