Dañs ar Gornandoned (11) : Kentañ lodenn, VIII diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

AN HEVELEP RE, STEFAN

STEFAN, o tiskouez un tamm paper
Setu ur gourc’hemenn a-berzh ar barner, aotroù Bertel.

BERTEL
Peseurt gourc’hemenn, aotroù Stefan ?

STEFAN
Ar barner a c’hourc’hemenn chom hep gwerzhañ traoù Guilcher. Un enklask a zo bet graet gant ar barner. Diouzh an enklask-se, at eo bet eo Guilcher paour-gleiz, paour eus ar re baourañ, met onest ha fur-kenañ, en despet d’e baourentez. Ma ve gwerzhet e draoù paour, Guilcher a vefe ret dezhañ mont gant e c’hwreg da vevañ diwar an aluzenn.

An aotroù barner, neuze, a ro da C’huilcher ur miz a-bezh da glask un tu pe du da baeañ e dleuoù. Rak se ehanit ar werzh-mañ.

BERTEL gant doujañs
Echu eo neuze an abadenn, aotroù Stefan. N’hon eus ken tra da ober, bremañ, nemet mont kuit. Anton, Bertel ha Stefan a ya kuit.

Livre

Dañs ar Gornandoned (11) : Kentañ lodenn, VIII diviz
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix