Bombard Kerne (10) : Hent-houarn (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

  I 
  
An hent-houarn ! An hent-houarn ! 
Bouzaret eo ma divskouarn, 
O klevet an dud o rakat 
Evel glazarded en ur prad ! 

Hent an Ifern ! ’me Yann Gegin : 
Ijin ouzh ar Spered-Malin ! 
Deiz ar varn, siwazh ! a zo tost, 
Pa’z a Lusifer da vestr-post ! 

Hent ar foultr ! ’me ur c’harretour : 
Barnet ’omp ganit d’evañ dour, 
Konduktored, postilhoned, 
Kement a vev ouzh stag ar foet ! 

Hent an diaoul ! ’me an ostizez : 
Ret ’vo lonkañ ar yod hep laezh, 
Ne dremeno ken dre amañ 
Met pilhaouerien ha chas-klañv ! 

Hent milliget ! ’me an aotroù : 
Te ’neus dallet ma frenestroù, 
Diskaret kraou ha marchosi, 
Lakaet an itron da sodiñ.

Hent ar gounnar ! ’me Bipi-Gouer : 
Te ’neus graet din ur c’hoari gaer ! 
Ma lakaat d’ober ul lev dro 
’Vit darempred ma douaroù ! 

Hent ar mallozh ! ’me un dostenn : 
Te ’neus skarzhet ma zi kempenn : 
Mevel, matezh, ma gwreg Janed, 
Skubet gant ar Cheminoded ! 

Hent ar walleur ! ’me Ivonig : 
Eus toull ma dor ’welen Fantig ; 
Ur menez ’trezomp zo bernet, 
Ur mignon tostoc’h ’deus kavet ! 

  II 
  
An hent houarn, ’ouzomp ervat, 
En deus touzet meur a zañvad ; 
Met lakaet ’neus eur a laoueg 
Da c’hwezhañ n’e groc’hen touzek. 

Taolet ’neus aour e krabanoù 
N’o doa meudet ’met sañtimoù, 
Torchet daeroù intañvezed, 
Dilouedet merc’hed kozh-viret. 

Kement-se zo c’hoarielloù, 
Hepdale ’welfot burzhudoù, 
Eurvad d’an hent, nerzh d’e sutell ! 
Ha pep seurt vat da Vreizh-Izel ! 

Goulenn a rafot, marteze, 
Piv ’neus flutet d’ar son nevez ? 
Ur C’hernevod, o c’hwezhañ start 
’Vit aveliñ e gozh vombard. 

Pet c’hoar henañ ’teus, ma sonig ? 
– Kalz re, ’me ul leanezig, 
Ouzhpenn tregont zo anezhe, 
Unan zo koant… c’hoazh marteze ! 

......................................................

  da’m mignon ha kenvreur F.-M. an Uc’hel 

Kanet am eus gant kalz dudi 
Da cheminaouez Keralzi, 
Na stouv ket bremañ da skouarn, 
Ma kanin dit ma hent houarn.

Livre

Bombard Kerne (10) : Hent-houarn (an)
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix