Bombard Kerne (04) : Ma vijen barzh
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ha ! Perak n’am eus ket 
Ho telenn alaouret, 
Merzhin, Gwenc’hlan, Riwall, 
Barzhed an amzer all ? 
’Veldoc’h, a vouezh uhel, 
Da heklev Breizh-Izel, 
Me a daolje ur c’harm 
Skiltr ’vel hini an ar’m*.    [evit arem] 

Gant ur vouezh ar skiltrañ, 
E yezh Breizh ar gaerañ, 
Hep ehan, me ’veulje 
Oberioù kaer Doue, 
An Doue bras krouer, 
E c’halloud, e vraster, 
E c’hloar, e vadelezh, 
A bep peurbadelezh.
 
A droc’h askell gant herr, 
Me ’garje ’vel an er*,    [pe erer] 
Nijal dreist ar goabrenn, 
Sellet, hep divalvenn, 
Ouzh an heol benniget ; 
Gwelet an dud bodet, 
Evel ur stroll verien, 
O virvi er boultrenn. 

Perak ’on ken dister ! 
Evel an alc’hweder, 
Pa fell dezhi sevel 
Er c’houmoul re uhel ; 
Hi ’rank, timat, diskenn 
Da guzhañ, en ervenn, 
He askellig faezh ; 
Me zo ’velti, siwazh ! 

N’on ket barzh ! Nann biken 
Na vrudo ma zelenn, 
Ho ! Nann ! Ha koulskoude, 
E trid ma holl ene 
O welet ar c’homm eonus, 
Gant ur c’hrozmol euzhus ; 
O tidarzhañ, diboell, 
Dreist ar c’herreg uhel. 

Karout a ran gwelet 
Dre an oabl al luc’hed 
Gant o gourgammoù tan, 
Klevet trouz an taran, 
Pa strak er goumoulenn ; 
Ar stêr gant he froudenn, 
Ar stourm, o c’hwibanat, 
Pa zrailh dervenn ar c’hoad. 

Karout a ran, dreist holl, 
Arvestiñ ouzh an heol 
Pa strink, eus ar beure, 
Dreist kribell ar menez ; 
D’abardaez, pa guzh, 
’Barzh ar mor islonkus, 
O tanañ an neñvoù 
Ha kern ar gwagennoù. 

E-pad un nozvezh hañv, 
Gant eurvad, e karan 
Gwelet dremm gaer al loar, 
Ar rouanez dispar, 
Ar stered hep niver, 
Hadet gant ar C’hrouer, 
E-giz da vleunioù tan, 
Dre volzoù an oabl splann. 

Eürus ’on, pa welan, 
Ar valafennig skañv, 
Gant he c’hammigelloù, 
Pa nij, war ar bleunioù, 
Pa glevan, er vodenn, 
Al laboused laouen, 
O richanat dibled, 
O son d’o farezed. 

Me ’gar, a nerzh kalon, 
Kement a zo gwirion, 
Yaouankiz ha glanded, 
Galloud, ijin, spered ; 
Gant truez e leñvan, 
En-dro din, pa welan, 
Paourentez, dienez, 
Goulioù, hag enkrez. 

Kasaet am eus bepred, 
Pilpouzed, trubarded, 
An teodoù binimus, 
Ar vezventi fankus, 
Mignoned diwirion, 
Tostenned digalon, 
Stouet rak al Leue aour, 
Didruez ouzh ar paour. 

Ha ! Perak n’am eus ket 
Ho telenn alaouret ? 
Hep ehan, me ’veulje 
Oberioù kaer Doue, 
Me ’zrailhje, hep paouez, 
Dindan zaol va botez, 
An holl amprevaned 
A skuilh binim er bed. 

  Da Yann Arc’hant, e Pariz 

Ur gwir vugel, 
Da Vreizh-Izel 
A ra enor 
D’e vamm Arvor.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix