Doue ha ma bro (21) : Lizher d’an Aotroù Rieu
* Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.

Genidik ’out a Vreizh, an douar santel ;
E ti da vamm, miret eo da gavell ;
Gant dour a Vreizh ez out bet badezet,
Hag, war da dal, splann kaer emañ skrivet :
« Me zo ivez me eus an Arvorig,
Tomm a galon ha pennek un tammig. »
– Perak enta chom ken pell diouzh ar vro ?
– Distro d’ar gêr, klev-me, Rieu, distro ;
Distro a-benn, a-benn, n’en deo ket mat
’Vit ur Breton koll gwel a di e dad !
Kenkoulz ’veldon te ’oar nep tu n’en deo
Un hun ken c’hwek, nep tu ken berr an deiz,
Nep tu ken klouar an disheol ’pad an hañv,
E lec’h ebet ken bourrus ar goañv.
Distro d’ar gêr ! – Me ’venn, evidon-me,
Beviñ e Breizh, e Breizh mervel ivez.
– Er broioù all, pet gwech em eus ouelet
Ha pa z-ae din soñjal e ma Gwened,
A ma mamm baour, e’m c’hozh tad, e’m breudeur* !    [W bredér] 
– Distro ivez, Rieu, distro d’ar gêr ;
Deus gant da v[a]ouezh ha gant da vugale !
Breizh ha Bro-Saoz zo breudeur egile ;
E Breizh enta ne vint ket divroet.
– Pezh levenez ’vit da vamm o gwelet !
– Frañsez, ’mezi, daoulin o mammoù
N’o deus ket c’hoazh douget da verc’higoù !
– Te ’ziskouezo* de’ iliz Santez-Anna,    [ziskoei] 
Ha fest hor bro, gouel an Itron Varia,
Bez ar re kreñv, lazhet evit o Doue,
Ti Kadoudal, dibennet ’vit e roue.
E Muzilheg, te ’ziskouezo* an dachenn    [W idem
Ruziet gant gwad a skuilhas a boullenn
Bugaligoù, paotred leun a galon,
Evel Bayard divlam, hep aon ’veltañ.
– Distro enta, distro d’ar gêr difrez !
Breizh a gav kaer gwelet he bugale.

Vous êtes ici

Livre

Doue ha ma bro (21) : Lizher d’an Aotroù Rieu
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix