Nikolazig (34) : Pevare arvest (ar) – kentañ taolenn, IV diviz
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

AR PERSON, e-unan

En em deurel a ra war e zaoulin, dirak ar skeudenn.

Santez Anna, o mamm truezus ha tener,
Goude m’ho peus skoet va c’horf dre ar c’hleñved
Rak ma’z oan diskredik, c’hwi hoc’h eus va gwellaet.
Dont a ran c’hoazh, ’vit an navet gwech, da c’houlenn
Pardon ouzhoc’h, o mamm, pardon eus va fall benn.
Ne greden ket ; ur troc’had lorc’h a oa em c’halon.
An droug en deus tennet al lorc’h-se ac’hanon
’Vit an navet gwech e teuan amañ ivez
Da lavaret deoc’h a greiz kalon : trugarez.
Drezoc’h, o mamm, ’on bet gwellaet, ha daoust d’ar vezh
A ra din klask an noz da zont d’ho kaout d’ho lez,
N’vin ket mui ken aonik. An noz c’hoazh ’meus klasket
Da zont d’hoc’h enoriñ, o Itron venniget,
Met ar splannder a sav ; bremaik ne vo ket noz ;
Kalz a dud a deuio, me ’venn chom d’o gortoz.
Ha pa’z eo gwir ho deus anavezet, siwazh,
Va fec’hed bras, ret eo ez anavezfent c’hoazh,
Int-i ivez bremañ, sklêr – evit ma vezoc’h,
o mamm vat, gant an holl, enoret kalz muioc’h –
Pebezh keuz bras am eus da vezañ bet chomet
Difeiz e-pad keit all a amzer ha m’on bet.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix