Alan al Louarn (09) : Seizhvet pennad
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

GWENVAR, AR MANAC’H

GWENVAR
Ya, dañsit, lankoned, renit ho jabadao,
Bremazon war ho ler, Breizhiz a raio dav !

AR MANAC’H
Prestik, gant hor faotred paket er rouedoù,
A rentfont da Zoue kont eus o fec’hedoù.

Hag a taoulin da bediñ.

GWENVAR o tont war doull an nor da sellet
Setu bremañ, c’hwezhet gante tan ha gouloù,
’Ve gwelet, skeudoù bras o lammet ’vel diaouloù ;
Hag Hilligern a zalc’h, war vuanaat bepred,
Da son ’vel pa vije e delenn fuloret.
Sell ! petra zo nevez, ma chom krenn en e za ?
Deut a oa marteze e alan da skuizhañ.

    Neuze, a-daol, gant un nerzh dispar, an delenn a son, kuit a gan, notennoù Bale Breizh ; Gwenvar, tennet e dog gantañ, a gendalc’h :

Klevet a rit, va zad ? Bale Breizh ! Bale Breizh !

AR MANAC’H en ur sevel ’vit dont ivez da doull an nor
Ya ! dre al lenevez ’trid va c’halon em c’hreiz !

GWENVAR
O ! gant ar bloavezhioù perak ’maon chadennet ?

AR MANAC’H
Perak ’mañ ouzhon-me ar brezel difennet ?

    Echu ar son, a krog a-nevez, hag a sav, unanet gantañ mouezhioù eus a bep korn an teatr, a ziavaez, pere a gan.

KAN BALE BREIZH
    Sav, Breizh-Izel, d’an nec’h da vannieloù,
    Ruziet gant gwad hor c’hourdadoù !
    Stagomp d’hor gouriz ar c’hlezeier hir,
    Rak ’vo hon divrec’h ’vel an dir !
    Lavaromp holl, eus a bouez hor fenn :
    Breizh da virviken ! Breizh da virviken !

    Ur youc’hadenn vras en un echuiñ.

    Kerkent, a klever garmadennoù skrijus, trouz pounner an armoù o skeiñ hag an dud en emgann ; ur wech an amzer ur youc’hadenn ; an delenn a son atav Bale Breizh.

GWENVAR en un hopal
Bec’h ’ta, paotred Arvor, bec’h d’ar pennoù touzet !
Disammit hon douar deus ar seurt marmouzed !

AR MANAC’H
Va Doue ! grit ma vo trec’het an dud direizh,
Evit na vano start ar feiz gristen e Breizh !

GWENVAR
Al lañs zo gant Breizhiz pa zalc’hont da youc’hal,
Ha pa c’hoari bepred ar barzh gwashañ ma c’hall ;
Me ’gred, e-touez hor re ’tle bezañ ’n em dennet ;
Anez, gant ar re all oa pell zo dibennet.

AR MANAC’H
Sellit ! na gav ket deoc’h, Gwenvar, a sav dreiste
’Vel fulennoù tan gwall, amañ, ’tu ar c’hreisteiz ?
Gwashaat a ra ar c’harmadeg hag ar youc’hadennoù.

GWENVAR gant stad
Eo vat ! Setu an tan krog en o zinelloù !
Dav de’ bepred, Breizhiz, dre greiz o bouzelloù,
Ken a lammfont en tan o-unan da leskiñ !
Ah ! laeron, muntrerien, bremañ ’zit da zeskiñ
Mar na’z eus dre hor bro nemet kozh poeltroned !
Kentañ gwech, c’hwi ’po soñj eus dir ar Vretoned.
Nebeutaat ’ra ar c’harm, ha kreskiñ ar youc’hadennoù.

AR MANAC’H
Tostaat a ra, moarvat, diwezh ar stourmadeg :
Bremañ, na glever ken nemeur a c’harmadeg.

GWENVAR
Hogen, war gresk a sav bepred mouezh an Arvor,
O son hag o youc’hal, hag o kanañ viktor :
Krediñ ’ran eo bet mat an traoù gant hor faotred.

    Tevel ’ra pep trouz.

AR MANAC’H
Me ’soñj ivez bremañ divroidi moustret,
Ha bremañ koulskoude eo deut a-grenn dezhañ,
An drouz, ar youc’hadenn, an delenn hag ar c’han.

GWENVAR
Daoust petra zo kiriek da gement a sioulder ?
Ah ! diouzhtu ’vo klevet : erru eo va c’henderv.

Vous êtes ici

Livre

Alan al Louarn (09) : Seizhvet pennad
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix